2012-05-01: Support was added for Waymarked Trails. (Other news...)
Geriaoueg hag all
Salud Fulup, Profitañ a ran e vefes oc'h ober un tamm labour war translatewiki evit sevel ur goulennig geriaoueg pe ziv. Penaos e trofes ar gerioù da-heul :
- regex
- a post ha to post
- oversight
War a welan e peus labour forzh pegement evit reizhañ va zroidigezhioù. Ouzhpenn-se n'out erruet nemet da re kreiz miz Kerzu, un toullad all am boa troet goude-se c'hoazh. Kavout a ra din memestra ez on bet war-raok da geñver ar mare-se evit gerioù 'zo (sk: devezh, kemennadenn...), ha gant ar boest kinnigoù ez eus troidigezhioù 'zo a n'int bet nemet un eiladenn eus traoù a poa graet dija. Bremañ em eus staliet ur reizher brezhoneg war Firefox, dre-se e vez nebeutoc'h a fazioù skridaozañ pe fazioù dievezh.
Mod all n'ouzon ket ma 'm boa lavaret dit, met ar rannoù gant nebeutoc'h eget 10 tra da dreiñ a zo traoù ne c'hellan ket me ober [1], nemet en un nebeut re ez eus bet ouzhpennet traoù aes, met n'hon ket bet o welet en holl anezho.
Trugarez
N'ouzon ket re war ar prim evel-se. Pa ne gomrpenez ket un termen e c'hallez merkañ "define urgerbennak" e Google. Kinnig a ra termenadurioù. Aesaat a ra an traoù evit kompren eus petra zo kaoz alies. Ya merzout a ran out aet war-raok. Alies e cheñchan traoù, ne dalvez ket e oa faziek atav ar pezh az poa graet, kentoc'h e kavan eo natureloc'h treiñ en ur mod all pe em eus soñj da vezañ implijet doareoù disheñvel da dreiñ frazennoù zo. Klask a ran mirout un doare unvan d'an droidigezh hed-ha-hed an oberenn-mañ, ar pezh n'eo ket aes gant miliadoù a frazennoù bet troet abaoe ur 5 bloaz bnk bremañ. Mad a rez lezel a-gostez ar pezh n'hallez ket ober. Gwelet e vo diwezhatoc'h. Evit ar mare e kavan gwelloc'h ober ur adsell d'ar pezh az peus graet eget treiñ traoù nevez rak diaesoc'h e vo din adkavout an traoù war-lerc'h. Kalon dit da genderc'hel ganti.
Trugarez evit an astus bihan, ha ma 'peus tro kavout un droidigezh evit ar gerioù, lavar din. N'hon ket chalet tamm ebet gant an adtreiñ a rez eus va labour, kompren a ran mat ez eus doareoù reishoc'h evit lavarout an traoù, pe e klaskfes unvaniñ an traoù. A-du hon ganit pa lavares eo gwelloc'h reizhañ an traoù bet graet ha gortoz un tamm a-raok treiñ traoù nevez. Kenderc'hel a ran me d'ober an droidigezhioù a c'hellan. Soñjal a raen ne oa tra ebet ken, met moarvat ec'h ouzhpennont traoù dre ma gavan frazennoù nevez bemdez, met merzet 'm eus e oant raloc'h memestra. A galon
Ya, bev eo an holl etrefasoù-se, da vezañ heuliet ingal e vint atav. Koulskoude, pa vimp bet deuet a-benn da dreiñ pep tra un deiz bennak e vo un tamm mat a fouge ennomp sur ha n'eo ket marteze. Sklaeroc'h e vo ha gellout a raimp kenderc'hel ganti war hor pouezig, prest da gregiñ gant traoù nevez.
Mall 'm eus e vefe troet pep tra^^
Gwelet 'm eus e oa deuet User:Gwenn-Ael da dreiñ un nebeut traoù. Se 'zo dedennus dre ma c'hell eñ ober traoù evit pere n'hon ket me ken barrek. Souezhet hon bet gant un draig am eus gwelet, met e gwir n'ouzon ket re petra 'zo mat... Ha reizh eo lavaret Degemer mat, displeget 'oa bet din e oa degemer = accueil. Ha neuze e vefe ret ober gant Deuet mat oc'h = bienvenue. Petra 'zo reizh ?
Truagrez
Ya, Gwenn-Ael a labour en Ofis, evel Thierry. Lavaret ez eus bet d'an droerien lakaat treiñ ingal tammoù traoù war translatewiki pa vezont un tammig muioc'h dibres etre meur a deuliad. Gwenn-Ael en deus heuliet Freecol dreist-holl. Degemer mat zo un droienn anavezet mat er yezh hag implijet abaoe pell gant an holl. E bedig ar brezhoneg ez eus gizioù evel-se bep an amzer ma klask tud zo ober ur pezh mell reuz war zigarez e vefe fall ober gant gerioù zo pe troiennoù zo (lakaomp demat, trugarez, digarezit ac'hanon, deiz-ha-bloaz laouen, ha me 'oar-me petra c'hoazh). Ne'm eus ket c'hoant da goll amzer gant seurt traoù. Mar fell dit ober gant deuet mat out, gallout a rez, reizh eo ivez. Me a gav gwelloc'h kenderc'hel d'ober gant degemer mat a seblant din bezañ an droienn muiañ implijet. Ur bern tud divrezhonek a anavez ar gerioù degemer mat zoken.