2012-05-01: Support was added for Waymarked Trails. (Other news...)
Mont a ra war-raok
ya, ne'z an ket fonnus. Emaon gant ar pezh az poa troet derc'hent Nedeleg... Met aze az poa graet traoù gant OpenStreetMap ha merzet em eus em oa ezhomm da adwiriañ ar pezh a oa bet graet a-raok evit lakaat traoù zo da genglotañ. A-benn ar fin, peogwir e oan oc'h ober un adlenn hollek em eus troet ar re a vanke ivez. Da'm meno emaomp tremenet dindan 2000 kemennadenn da dreiñ bremañ ! E-touez an 30 yezh kentañ emaomp bremañ, a-drugarez d'ar pezh az peus graet abaoe an hañv.
Ma 'm eus soñj mat em boa troet un toullad traoù da vare vakañsoù Nedeleg, chañs vat dit ^^. Met marteze n'eus ket kalz a fazioù ;-)
Bet on o sellet buan ha buan ar pezh a chome da dreiñ hag hervez ar sammadenn prim am eus graet ez eus kentoc'h 1 800 tra da dreiñ d'ar muiañ. En 30 yezh kentañ, ac'hanta-se 'zo brav.