Pibien hag all...

Jump to: navigation, search

Lennet 'm eus da respont da geñver reolenn anvioù ar bibien. Mat eo din, me n'am boa mennozh resis ebet en afer-se. Lakaet 'peus "Ret eo diwall diouzh ar spered totaliter ivez". N'ouzon ket ma oa evidon pe get. Met Bianchi a zo bet o terriñ va rerv padal e c'houlennen hepken perak ne veze ket doujet d'an dibaboù am boa lennet. Skuizhus-tre eo bet ar gaozeadenn-se gantañ ha difrouezhus penn-da-benn. A galon

Y-M D15:53, 3 January 2010

Ya, gouzout a ran, ar pezh am boa c'hoant da lavaret dit, evel merour, eo ez eo dav mirout ur spered gwevn un tammig pe a-hend-all ma'z aer re a-benn d'an dud e savo kudennoù ha ne vo ket mat evit ar raktres. Gwir eo ez eus reolennoù ha, dre-vras, emañ ar gwir ganit, ret eo o lakaat da dalvezout, met ret eo santout un tammig an traoù ivez rak, a-wechoù, o klask ober re vat e tegaser muioc'h a zroug eget a vad e gwirionez. Setu, a-raok adpouezañ war ar gwiridig eo ret en em soñjal ervat. Bianchi en deus paket un taol war e fri, te zo bet dilennet da verour hag eñ n'eo ket bet. En da blas e klaskfen chom hep mont re outañ er mare-mañ, amzer d'an amzer c'hoari e dro. Perzh en doa kemeret e tabut anvioù ar bibien. An aotrou Lucius, n'eo ket un den a bouez en istor, nebeut-tre a dud a yay da lenn ar pennad-se, setu e kav din ne dalvez ket ar boan en em chikanañ adarre war ar poent-mañ. Lez da vont. Merañ an dud eo ar pep diaesañ hag ar pal eo mirout an holl labourerien dalvoudus evit ar raktres, na pegen diaes e vefe ober gant lod. Setu, a-wechoù eo dav gouzout lonkañ silioù ivez. Ma soñj eo atav.

Er mare-mañ e lakaan ma amzer er gêr da wellaat an troer emgefre ha da sevel un diaz titouroù evit ur geriadur istorel, setu ne'm eus ket bet amzer da adlenn ar pezh az peus troet c'hoazh met ober a rin. Kalon dit.

Fulup16:25, 3 January 2010
 

Gwir eo n'eo ket bet aes ober war-dro an afer-se. Va unan gantañ e oan er gaoz-se ha dre ma teu atav gant e brezegennoù torr-penn, eo diaes. Hag ouzhpenn n'eo ket eñ ur "référence" pa vez un afer a divizoù. Laouen spontus eo bremañ e pefe lavaret e oan totalitaer un tamm.

Y-M D17:23, 3 January 2010
 

Ya, gwelet a ran, ne cheñcho biken. Ne'm boa ket c'hoant feukiñ ac'hanout, ne soñjen ket ennout evel den met en doare da lakaat ar reolennoù e pleustr dre-vras. Ezhomm zo degas peoc'h etre an dud evit ma adtapfe lañs ar raktres en-dro hag evit ma tostafe tud nevez.

Fulup18:07, 3 January 2010
 

Ya kompren a ran evel-just. Diaes eo bet merañ-se pa oan va unan er gaoz. Arabat bezañ chalet kenebeut, n'on ket bet feuket, ket re ;-) A-du on, ar peoc'h eo a ranker sevenniñ. Gant Bianchi eo diposubl d'am soñj, ne glask ket eñ en ober. Ale echu gant tout-se. Gant tout an afer-se em boa disoñjet hetiñ dit ur bloavezh mat. Evidout, evit da familh, evit an Ofis, evit al labour a reoc'h hag evit ar brezhoneg dre vras. A galon

Y-M D18:18, 3 January 2010
 

Ha kement all dit ivez ! Emichañs e vo 2010 ur bloavezh frouezhus evit ar wiki.

Fulup18:26, 3 January 2010
 
Personal tools

Variants
Actions
Translators
Navigation
Toolbox
Google AdSense