Pibien hag all...

Fragment of a discussion from User talk:Fulup
Jump to: navigation, search

Ya, gouzout a ran, ar pezh am boa c'hoant da lavaret dit, evel merour, eo ez eo dav mirout ur spered gwevn un tammig pe a-hend-all ma'z aer re a-benn d'an dud e savo kudennoù ha ne vo ket mat evit ar raktres. Gwir eo ez eus reolennoù ha, dre-vras, emañ ar gwir ganit, ret eo o lakaat da dalvezout, met ret eo santout un tammig an traoù ivez rak, a-wechoù, o klask ober re vat e tegaser muioc'h a zroug eget a vad e gwirionez. Setu, a-raok adpouezañ war ar gwiridig eo ret en em soñjal ervat. Bianchi en deus paket un taol war e fri, te zo bet dilennet da verour hag eñ n'eo ket bet. En da blas e klaskfen chom hep mont re outañ er mare-mañ, amzer d'an amzer c'hoari e dro. Perzh en doa kemeret e tabut anvioù ar bibien. An aotrou Lucius, n'eo ket un den a bouez en istor, nebeut-tre a dud a yay da lenn ar pennad-se, setu e kav din ne dalvez ket ar boan en em chikanañ adarre war ar poent-mañ. Lez da vont. Merañ an dud eo ar pep diaesañ hag ar pal eo mirout an holl labourerien dalvoudus evit ar raktres, na pegen diaes e vefe ober gant lod. Setu, a-wechoù eo dav gouzout lonkañ silioù ivez. Ma soñj eo atav.

Er mare-mañ e lakaan ma amzer er gêr da wellaat an troer emgefre ha da sevel un diaz titouroù evit ur geriadur istorel, setu ne'm eus ket bet amzer da adlenn ar pezh az peus troet c'hoazh met ober a rin. Kalon dit.

Fulup16:25, 3 January 2010
Personal tools

Variants
Actions
Translators
Navigation
Toolbox
Google AdSense