Troiennoù saludiñ

Jump to: navigation, search

Evel ma 'm boa lavaret dt ar wech paset emaon o treiñ kemennadennoù hentañ evit implijout Wikia. Ha dre-se ez eus ezhomm saludiñ an implijerien. En em c'houlenn a ran ma n'eus ket un doare all d'ober eget implijout Demat evit treiñ Hey there. Soñjet 'm eus e Ac'hanta. Petra soñjez ? Peseurt stummoù a peus implijet evit poent ? E-mod-se e c'hellin derc'hel d'an doareoù a peus bet betek-hen (nebeutoc'h a labour unvaniñ a po goude). A galon

Y-M D14:38, 8 May 2010

Graet em eus diouzh live yezh ar yezh orin. Hey there zo un droienn pemdez mat, ac'hanta a zegouezh madik evit se, me soñj. Diwall, ret eo skrivañ az peus, ha neket a peus; lakaet em boa dit displegadur ar verb kaout en amzer vremañ an deiz all. Soñj ivez en troiennoù evel en em c'houlenn a ran HAG-EÑ n'eus ket un doare all... Ne vez ket graet gant MA en degouezh-se.

Fulup15:34, 8 May 2010
 
Personal tools

Variants
Actions
Translators
Navigation
Toolbox
Google AdSense