2012-02-12: The FUDforum translation rally has ended. Thank you for your participation! (Other news...)
Ur goulennig...
Emaon o klask treiñ frazennoù evel an hini da heul : "This file is licensed under the [[<wm-license-cc-wiki-link>|Creative Commons]] Attribution 2.0 Generic license." Ur bern anezho a zo, dre-se e vefe mat e vefent troet mat diouzhtu.
Lavarout a reont e vez arabat lakaat al liamm : http://creativecommons.org/licenses/by/2.0/deed.en met lakaat "br" e plas "en", pe tennañ anezhañ ma n'eo ket bet troet. Petra 'ran neuze ?
Mod all n'ouzon ket re penaos treiñ an traoù evel "Attribution 2.0 Generic" pe "Attribution 2.0 Chile"...
Me 'm eus graet gant "Ar restr-mañ a zo dindan an aotre-implijout Creative Commons Tadelezh 2.0 Aostria". Penaos e trofes te ?
Trugarez da respont din pa c'helli evit ma c'helfen treiñ an traoù.
Attibution, zo evit anavezout gant piv emañ ar gwirioù e penn-kentañ war an oberenn. Tadeleezh ne zegouezh ket amañ. Vallée a ginnig Beli (oatrouniezh), ne agavan netra gwelloc'h evit ar mare. Generic a drofen gant hollek, rak un aotre dre-vras eo. Setu Attibution 2.0 Generic = Beli 2.0 hollek (= un aotre da impljout dre-vras). An anvioù broioù zo a ziskouez n'eo aotreet an implij nemet evit ar broioù-se. "This file is licensed under the Creative Commons Attribution 2.0 Generic license." a drofen gant Emañ ar restr-mañ dindan un aotre-implijout Creative Commons Beli 2.0 hollek. Da'm meno e c'hallez krouiñ al liammoù gant br, lennet em eus tu bennak e oa kaoz da zegas an troiennoù-se war translatewiki evit treiñ anezho ivez. Kalon dit
Trugarez evit da respont. Emaon o vont da reizhañ an traoù am boa graet dija hag ober war-dro ar re all. Mod all n'ouzon ket ha gwelet 'peus met lakaet ez eus bet deomp tro 2000 dra nevez da dreiñ (evit Wikia), labour 'zo. Tizhet on eus tro 87 % treiñ evit ar MediaWiki extensions, me gav n'eo ket fall, mont a reomp war-raok. Plijout a rafe din treiñ pep tra da vat un deiz bennak. N'ouzon ket ha posubl e vo...
Dizoloet 'm eus un dra, pa droer traoù eeun a zo bet troet dija, e vez graet kinnigoù ganto hervez ar memor treiñ. N'ouzon ket ha nevez eo... met servijout a ra evit mont buanoc'h.
Penaos 'mañ kont gant an Ofis ? Dont a reoc'h a-benn da vezañ publik a-raok an dilennadegoù rannvro ? Hag an troer neuze, diaes eo da sevenniñ ? Perak ? Lennet 'm eus e oa bet aozadurioù pouezus a-walc'h evit Breizh da sinañ ar c'harta Ya d'ar Brezhoneg (Produet e Breizh, UDB, Park an Arvorig...), brav eo. Gant ma kendalc'ho al labour-se.
A galon
Evit ar pezh a zo treiñ ar gemenadennoù saoznek war Wikipedia n'on ket deuet a-benn, met marteze n'am eus ket kemeret amzer a-walc'h evit klask kompren. N'ouzon ket re petra ober neuze. Da welet... Trug' ^^
Me a gav din e c'hallimp dont a-benn un deiz bennak ya. Kalz omp aet war-roak abaoe an hañv. Un tamm nebeutoc'h a c'houlennoùt treiñ zo en Ofis er mare-mañ setu ez eus bet goulennet ouzh troerien zo reiñ an dorn amañ (Fohanno ha Gwenn-Ael). Sikour a raio. Ya, a bouez-tre e vo an dilennadeg a zeu evit hor yezh. Ret eo deomp en Ofis dont a-benn d'ober war-dro ar gartenn skol evit ar pezh a sell ouzh ar publik rak re nebeud a glasoù divyezhek a zigor evit gallout dont a-benn. An troer a ya war-raok, emañ enlinenn war hol lec'hienn dija met n'eo ket digor d'an dud evit ar mare. Diaes eo da seveniñ rak evit ma vefe talvoudus e rank bezan ennañ ar pep brasañ eus gerioù ar yezh gant ar stummoù deveret (kador, gador, c'hador, kadorioù, gadorioù, c'hadorioù ha kement zo); da c'houde empenn mab-den hag un urzhiataer n'eo ket tre ar memes tra hag ar pezh zo anat deomp n'eo ket anat tamm ebet d'un urzhiataer. Sell ur frazenn ken eeun ha "Yen eo" a c'hall talvezout c'est froid pe il est froid. Penaos lakaat un urzhiataer d'ober an dibab mat ? Evit poent n'eus ket tu. Penaos displegañ d'un urzhiataer e c'hall ar ger sant bezañ an anv-kadarn saint pe bezañ stumm trede gour ar verb santout en amzer-vremañ. Setu aze goulennoù a ranker respont dezho. Displegañ ha diskoulmañ pep tra a ranker evit an urzhiataer. Ne ra ket burzhudoù an urzhiataerioù, ne reont nemet adreiñ ar pezh zo bet programmet enno a-raok. Kalon vat dit. Mont a ran d'ar gêr bremañ.
Kavet 'm eus e poa graet gant "Deroadenn" evit "Attibution", padal e peus lavaret din ober gant "Beli" ar wech paset... Petra 'zo ar gwellañ neuze ?
Forzh peseurt live treiñ a vefe gant ar benveg emaoc'h o sevenniñ e soñj din e vo atav un dra vat evit an holl hag evit ar brezhoneg. Ne c'hello nemet sikour, zoken ma n'eo ket gwir pep troidigezh atav. Plijet bras 'vefen ma c'hellez kelaouiñ ac'hanon pa 'vo dibaboù nevez kemeret gant an ofis pe nevezadennoù, din da c'houzout petra c'hoarvez ha penaos. Mod all m'ho pefe ezhomm sikour un deiz bennak e vin laouen da glask ober ar pezh a c'hellan. Kalon deoc'h...
Penaos e trofes "post"/"posts" e brezhoneg ? Ha "badge" ? Ha "tip(s)" ?
Hag evit afer ar frazennoù a-us petra ran ? Ur stumm all a zo ivez, ret e vefe treiñ "Attribution-Share Alike 3.0 United States" ouzhpenn. Trugarez bras dit !
Gwelet 'm eus e oa eus Omega Wiki (http://www.omegawiki.org/Meta:Main_Page). Petra eo an dra-se ? Trug'
Ur raktres geriadur met ret eo bezañ aotreet evit kemer perzh. N'eus bet nemedon o labourat war se evit ar mare : stadegoù. Troidigezhioù zo da lakaat ha termenadurioù.
Alas, gouzout a ran ne peus ket kalz amzer evit respont din.
Pa 'po amzer e c'helli lavar din ma gavez reizh ober gant "Deroadenn" evit "Attibution" pe e vefe gwelloc'h ober gant "Beli". A galon