Ur goulennig...

Fragment of a discussion from User talk:Fulup
Jump to: navigation, search

Trugarez evit da respont. Emaon o vont da reizhañ an traoù am boa graet dija hag ober war-dro ar re all. Mod all n'ouzon ket ha gwelet 'peus met lakaet ez eus bet deomp tro 2000 dra nevez da dreiñ (evit Wikia), labour 'zo. Tizhet on eus tro 87 % treiñ evit ar MediaWiki extensions, me gav n'eo ket fall, mont a reomp war-raok. Plijout a rafe din treiñ pep tra da vat un deiz bennak. N'ouzon ket ha posubl e vo...
Dizoloet 'm eus un dra, pa droer traoù eeun a zo bet troet dija, e vez graet kinnigoù ganto hervez ar memor treiñ. N'ouzon ket ha nevez eo... met servijout a ra evit mont buanoc'h.
Penaos 'mañ kont gant an Ofis ? Dont a reoc'h a-benn da vezañ publik a-raok an dilennadegoù rannvro ? Hag an troer neuze, diaes eo da sevenniñ ? Perak ? Lennet 'm eus e oa bet aozadurioù pouezus a-walc'h evit Breizh da sinañ ar c'harta Ya d'ar Brezhoneg (Produet e Breizh, UDB, Park an Arvorig...), brav eo. Gant ma kendalc'ho al labour-se.
A galon

Y-M D17:59, 11 January 2010
Personal tools

Variants
Actions
Translators
Navigation
Toolbox
Google AdSense