2012-02-12: The FUDforum translation rally has ended. Thank you for your participation! (Other news...)
Troidigezh : Rakskrid
| Next step | Penaos stagañ ganti |
| translatewiki.net |
| Pennad digeriñ |
| Stagañ ganti |
| Stagañ ganti |
| Pezh zo da dreiñ |
| Treiñ an etrefas |
| Arventennoù lec'hel |
| Hentenn labour |
| Traoù all |
| Raktres yezh |
| Roll yezhoù |
| Stadegoù pep stumm |
| Stadegoù dre strolladoù |
| Marilh an diorroerien |
| Gwelet ivez |
| Kaout ar gwir da dreiñ |
| Erbedadennoù treiñ |
| Ezlinenn |
| Embann e labour |
| FAQ |
| Skoazell |
[edit] Raklavar
Dre-vras eo pouezus an treiñ hag al lec'helaat peogwir e talvezont d'an dud disaoznek da implijout ar meziantoù war o urzhiataer. Ober a reer gant MediaWiki evit lakaat Wikipedia da dreiñ e forzhik yezhoù ha neuze e c'haller dre an treiñ lakaat an dud da dapout gouziegezh frank en o yezh dezho o-unan. Muioc'h a ditouroù war al lec'helaat a vo kavet war Gettext documentation ha war Wikipedia.
Amañ war translatewiki.net e savomp hag e wellaomp ingal an danframm evit ma vo troet aesoc'h raktresoù digor o zarzh ha teulioù frank a wirioù. Strivañ a reomp da gas hon daou bal da benn.
An efeduster eo hor pal kentañ. Evit gwellaat efeduster an argerzh en em ouestlomp a-zevri en argerzh diorren ar meziantoù. A zo muioc'h, diorren a reomp ostilhoù evit emgefrekaat enframmadur an troidigezhioù er meziantoù. Gant se e c'hall an droourien sipañ o spered war ar produiñ troidigezhioù eus ar gwellañ.
Kenlabourat eo an eil pal. Diazezet eo ar reizhiad a-bezh war ur wiki. Ur c'heflusker brudet eo MediaWiki; talvezout a ra da sevel kumuniezhioù kenlabour. Broudañ a reomp an droerien d'en em harpañ an eil d'egile a-dreuz ar raktresoù hag ar yezhoù e meur a zoare. Ul liamm ez int etre an diorroerien hag an droerien.
N'eo ket ret deoc'h gouzout programmiñ. M'emaoc'h en o aez gant ar wikioù e teskot fonnus penaos en em zibab gant translatewiki.net. N'eus ezhomm ken nemet eus barregezhioù yezh, ur merdeer web hag ur spered digor.
Ouzhpenn 250 yezh a ra gant MediaWiki anezhañ pennraktres translatewiki.net. Degemer a ra translatewiki.net hizivadurioù evit ouzhpenn 100 yezh bep miz.