Treiñ : Penaos stagañ ganti

From translatewiki.net
Revision as of 08:24, 1 March 2011 by Gwenn-Ael (talk | contribs)
Jump to navigation Jump to search
translatewiki.net
Pennad digeriñ
Stagañ ganti
Tutoriel de traduction
Stagañ ganti
Gwelet ivez
Erbedadennoù treiñ
Ezlinenn
FAQ
Skoazell

Penaos stagañ ganti

Heuilhit ar pazennoù-mañ a-benn treiñ war translatewiki.net:

  • En em enskrivit war pe kevreit ouzh translatewiki.net
    • Ho pet soñj eo an anv-se a vo ouzhpennet e restroù ar meziant ("@author Hoc'hAnv Implijer")
  • Krouit ur bajenn implijer gant tammoù titouroù warni ha liammoù (peseurt yezh a fell deoc'h treiñ enni, ul liamm war-du ho pennbajenn war wikioù all, ur voest {{#babel:}} box, …)
  • Reizhit hoc'h etrefas implijer diouzh ar yezh a labourot enni
    • ma'z oc'h gouest da lenn yezhoù ha mar fell deoc'h gwelet an troidigezhioù zo anezho dija er yezhoù-se evit bezañ skoazellet ganto, kit d'ar pempilh "Editing" e Penndibaboù, hag ouzhpennit anezho war ar roll.
  • klaskit ha n'eus ket tud all o plediñ gant ho yezh dija war pajenn statud ar yezhoù
    • ma'z eus tud a ra war-dro ho yezh dija, kit e darempred ganto ha goulennit outo penaos e c'hallit reiñ dorn, dreist-holl ma'z eus dija kalz a dud oberiant, pe ma'z eo birvidik ar gumuniezh. Gallout a rit heuliañ an obererezh diwezhañ dre al liamm "Translations in English" dindan "Recent changes" ur wezh bet resisaet ho yezh evit an etrefas implijer. Toullit kaoz gant ho keneiled war an treiñ dre pajenoù kaozeal ar porchedoù yezh, war o fajennoù kaozeal dezho, dre bostel (dre al liamm war o fajenn implijer pe o fajennoù kaozeal), dre irc
    • A-hend-all e c'hallit kemer e karg an araokadennoù eit ho yezh. Lennit an teulioù hag ouzhpennit munudoù war pajenn statud ar yezhoù, war porched ho yezh, hag ouzhpennit hoc'h anv er rann "/troourien" warni.
  • goulennit bezañ degemeret da droour
    • Ma n'ouzit ket saozneg flour e c'hallit goulenn ma vo ouzhpennet yezhoù all a-us an takad skridaozañ evit ho skoazellañ da lipat un droidigezh eus ar c'hentañ troc'h (skouer)
  • kregiñ da dreiñ
  • Ma n'ouzit ket petra ober, goulennit skoazell !

Treiñ ezlinenn

E Special:Translate e c'hallit ezporzhiañ ur strollad kemennadennoù war-du ur restr gettext.po en ur implijout an dibab "⧼translate-task-export-as-po⧽", ha labourat warno ezlinenn. Gwiriit mat eo bet enrollet ar restr gettext .po evel UTF-8! Adkasit anezhi da "translatewiki AT xs4all DOT nl" ha merkit hoc'h anv implijer war ar wiki-mañ; implijet e vo evit merkañ gant piv eo bet graet ar c'hemmoù." Muioc'h a titouroù a c'haller kaout.

Argerzh erbedet evit treiñ MediaWiki

An dud troet raktresoù all ganto a c'hall dianavezout al listenn-mañ.

Kendalc'hit da lenn mar fell deoc'h gouzout hiroc'h. N'eo ket ret, nemet erbedet memes tra evit kompren ervat an arc'hwelioù treiñ kempleshañ. Gallout a ri kregiñ da dreiñ diouzhtu evel-se e-pad un nebeud devezhioù ha distreiñ da c'houde, diouzh an ezhomm, mar fell deoc'h.

Ho pet soñj : treiñ al liammoù, an esaouennoù anv hag ar c'hemennadennoù "evel m'emaint" ha na bellait ket re eus ar gemennadenn orin.