MediaWiki:Createsigndoc-head/br

From translatewiki.net

Ober gant ar furmskrid-mañ evit krouiñ ur bajenn 'Teul sinañ' evit ar bajenn merket, d'an implijerien da c'hellout he sinañ. Merkit anv ar bajenn a fell deoc'h gweredekaat ar sinadur niverel eviti, izili ar strollad implijerien a vo aotreet da sinañ, peseurt maeziennoù a c'hallo an implijerien gwelet ha peseurt re a vo diret, an oad bihanañ evit gellout emezelañ er strollad (n'eus ket a oad bihanañ dre ziouer); hag ur rakskrid a ginnig an teul berr-ha-berr hag a bourchas kuzulioù d'an implijerien.

Evit ar mare n'haller ket diverkañ un teul sinañ ur wezh m'eo bet krouet nemet dre gemmañ diaz titouroù ar wiki. A zo muioc'h, an destenn diskwelet war an teul sinañ a vo an destenn "red", ne vern ar c'hemmoù a vo degaset enni goude-se. Se zo kaoz e rankit bezañ peursur eo stabil a-walc'h an teul evit bezañ sinet. Hag "a-raok kas ar furmskrid-mañ", bezit sur eo bet leuniet an holl vaeziennoù tre evel ma oa ret ober.