Boaz ha boas...

Fragment of a discussion from User talk:Fulup

Evel-just, ken mat ha ken mat eo boaz ha boas nemet implijoù disheñvel zo dezho. Ar boaz gant ur z dibenn zo un anv-kadarn tra m'eo boas gant un s dibenn, un anv-gwan. Memes diforc'h hag e-barzh saozneg ha saoznek, mar fell dit. Ur reolenn ziazez eus reizhskrivadur ar brezhoneg eo diforc'hañ kensonenn dibenn ar gerioù (kalet pe blot) hervez ma'z int anvioù-kadarn pe anvioù-gwan.

Fulup14:41, 13 November 2010

Soñjal a raen e c'hellfe bezañ un diforc'h eus ar seurt, met c'hoant am boa bezañ sur. Ouzhpenn-se n'on ket sur bezañ bet klevet anv eus "boas" a-raok, padal e ouian mat ez eus da ziforc'hiañ "brezhoneg" ha "brezhonek".
Trugarez vras

Y-M D14:58, 13 November 2010

Boaz/boas, kaled/kalet, mad/mat...

Fulup15:20, 13 November 2010

Ya, anat eo pa soñjer, met n'am boa ket furchet ken pell...

Y-M D23:26, 13 November 2010