Jump to content

User:GerardM/test/br

From translatewiki.net


Grip ar moc'h (anvet ivez bosenn ar moc'h, pe droug ar moc'h) a ra dave d'ur grip a sav da heul sichennoù zo eus viruz ar grip, anvet viruz grip ar moc'h (VGM), a vez kontammet ar moc'h ganto peurliesañ.<ref name=Merck/> Boutin eo grip ar moc'h e-touez ar moc'h e kornôg kreiz ar Stadoù-Unanet (hag a-wezhioù e Stadoù all), Mec'hiko, Kanada, Suamerika, Europa (gant Breizh-Veur, Sveden, hag Italia), Kenya, Sina ar c'hevandir, Taiwan, Japan ha lodennoù all eus reter Azia.<ref name=Merck>{{Cite journal}}</ref>

Dibaot-kaer eo treuzkas viruz grip ar moc'h da mab-den ha pa vez poazhet mat ar c'hig moc'h n'eus tamm riskl kontamm ebet. Pa vez treuzkaset ar viruz, ne c'hoarvez ket atav grip mab-den hag alies n'eo nemet dre ma'z eus enepkorfoù er gwad ma c'haller gwelet sin ar c'hontammadur n'hall bezañ anataet nemet dre amprouadennoù en un arnodva. Pa dro an treuzkas d'ur grip e mab-den e vez graet grip moc'h zoonotek anezhañ. E riskl emañ an dud a labour gant moc'h, dreist-holl ar re a chom pell en o c'hichen, da dapout grip ar moc'h. Koulskoude, n'eus bet renablet nemet e-tro hanter-kant treuzkasadenn abaoe kreiz an XXvet kantved pa'z eus bet gallet anaout isseurtoù grip. Ral a wezh e tremen ar sichennoù grip ar moc'h-se eus an eil den d'egile. Gant mab-den eo damheñvel simptomoù grip ar moc'h ouzh re ar grip pe ur c'hleñved damheñvel ouzh ar grip dre-vras, da lavaret eo krenadennoù, terzhienn, poan c'houzoug, poan gigennoù, poan benn vras, paz, barroù skuizhentez hag ur c'horf dihet.