Okawix:Okawix-doc.item13/br

From translatewiki.net

Gant framm merañ ar c’horpus : e c’haller merañ ar c’horpus (zo anvet dielloù pe endalc’hioù ivez), da skouer, staliañ pe lemel anezho, ouzhpennañ ar skeudennoù ...

Gallout a reot mont d’ar framm-se en ur glikañ war Pajenn zegemer pe war Muioc’h a endalc’hioù er varrenn ostilhoù. Lem-laka eo ar framm ha dont a ra war wel a gleiz d’an etrefas bepred.

Er framm emañ, a laez da draoñ:

- roll lec’hel an dielloù staliet a-raok (ma’z eus anezho). Klikit war un diell eus ar roll-se a zeu war wel war bajenn bennañ an diell-se.

- Staliañ ar roll dielloù o c’hortoz da vezañ staliet en dalc’h red Okawix (ma’z eus anezho). Klikit war an diell eus ar roll-se a ziskouez pajenn staliañ an diell-se er framm pennañ, a-zehoù d’an etrefas, ar bajenn dibab ar yezhoù (ma’z eo bet dibabet ar yezhoù evit dalc’h red Okawix dija eo diskwelet war-eeun pajenn dibab ar yezhoù a c’haller kaout evit ar yezhoù dibabet a-raok). br />
war-laez a-zehoù d’ar framm-se e c’hallit merkañ div nozelenn :

- Ouzhpennañ skeudennoù : ma’z eus dibabet un diell eus ar rolloù lec’hel pe staliañ, klikit war Ouzhpennañ skeudennoù a laka war wel ar bajenn pajenn staliañ er framm pennañ, a-zehoù d’an etrefas

- Lemel : ma’z eus dibabet un diell eus ar rolloù lec’hel pe staliañ, klikit war Lemel evit lemel an diell eus ar roll-se. Ma oa an diell er roll lec’hel (hag a oa bet staliet ent lec’hel neuze) e vo dilamet ar restroù a glot ganti.