Jump to content

Barrennig-stagañ

Barrennig-stagañ

Salud Fulup,
Pellig amzer 'zo n'on eus ket bet tro da eskemm, alas, met re verr e vezan alies-mat gant an amzer. Spi 'm eus e ya mat an traoù ganit !
Oc'h ober troidigezhioù ez eus deuet ur goulennig din war implij ar barrennig-stagañ.
Evit meur a zarvoud n'ouzon ket re ma vez ezhomm pe get :

  • anv-implijer pe anv implijer ?
  • ger-tremen pe ger tremen ? (an hini gentañ moarvat)
  • anv-bihan/familh pe anv bihan/familh ?
  • aotre-implijout pe aotre implijout ?
  • ...

A galon,

Y-M D09:19, 23 August 2011

Salud, n'eo ket stabil-stabil ar reolennoù evit ar barrennoùigoù-stagañ e brezhoneg. Heuilh boas Roparz Hemon. Traoù zo zo skaler : ger-tremen, anv-bihan, anv-familh. Evit an traoù all n'eo ket aes atav. Dre-vras e lakaez ur varrennig pa vez santet gant ar ger kenaozet evel-se ur c'heal pe ur ster nevez. Setu, evit anv implijer n'eus ket da lakaat, anv zo mat aze eus anv un implijer bnk hepmuiken, n'eus ket ur spesad nvz eus an "anv-implijerien".

Fulup19:06, 29 August 2011