Jump to content

Treiñ "blog post" ?

Treiñ "blog post" ?

Salud, E soñj emaon treiñ un toullad lodennoù e lec'h ma vez implijet an droienn "blog post" dre ma 'z int war ar stern abaoe pell met n'eo ket anat da dreiñ. E galleg e reont gant "billet de blog" ar pezh ne gavan ket gwall sklaer hag anat da gompren. Evidomp-ni em eus kinnigoù disheñvel : "pennad blog", pennad ar/ur blog" pe "pennad" hepken dre ma ouier mat e vez anv deus blogoù. Petra vefe ar gellañ d'as soñj ? Ma peus kinnigoù all e vo mat din ivez.

A galon,

Y-M D15:31, 29 April 2011

Salud Yves-Marie, me am eus bet tro d'ober gant Blogadenn, blogadennoù evel kaozeadenn, kaozeadennoù. Plijet on o welet ac'hanout en-dro. Kalz-kalz traoù a oa bet ouzhpennet hag aet e oamp war-gil. E miz Ebrel hon eus strivet evit eilpennañ an traoù hag en em gavomp propik en-dro. Ne chom nemet 6 raktres war ar stern ken.

Fulup15:38, 29 April 2011

Ur blijadur eo gellout ober un tamm labour pa vez erru ar vakañsoù... Ha n'eo ket peogwir ne ran ket un toullad traoù pa vez skol ne daolan ket evezh deus emdroadur an traoù, ha labour a-feson a zo bet kaset ganeoc'h da-benn (te ha tud all an ofis). Gwir eo ez eo distroet propik an traoù, ha mont war-raok a c'hellomp ober c'hoazh !! Mat eo din ober gant blogadenn, ha ma vefe ezhomm cheñch evit un dra all d'ur mare bennak ne vefe ken diaes-se kenebeut. Anavezout a ran unan bennak hag a vefe o klemmichal ur wech ouzhpenn ma welfe ar c'hinnig se. ;-)

Mezh warnon n'am eus ket skrivet dit evit displegañ penaos e oa bet an traoù e-pad va emvod gant an Itron kannadez-maer e deroù ar bloavezh, nag evit un nebeut traoù all hag a oa/a zo/a vo war an tan. Un afer a amzer e vez atav, ha n'eo ket un dra all, gant va studioù en ur c'hlas prépa e Naoned n'am eus ket ur bern amzer dieub. Ne brometan netra, met klask a rin kas dit ur postel evit ober ar poent. Digarez... :- {

Y-M D16:15, 29 April 2011