Jump to content

Troidigezh

Fragment of a discussion from User talk:Fulup

Rik ar poent emaon o labourat ! Ar ch'emmoù zo « degaset » war ar wikioù (wikipedia pe rakstresoù all) pa n'eus ket ur pajenn gant memes anv war ar raktres. Setu perak emaon o diverkañ ar pajennoù t'eus krouet kalz bloaz zo war ar wikipedia brezhoneg (s. o. w:br:Dibar:Marilh/delete). Diezhomm hag « stankaus » zo ar pajennoù-man bremañ. Un digarez mat evidon da deskiñ gerioù brezhoneg ha gwiriañ an traoù e lec'h ma zo ezhomm e memes mare.

VIGNERON (talk)10:52, 30 January 2012

Ac'ha, kompren a ran rak e deroù ar wiki ne oa ket eus translatewiki hag e oa ret treiñ pep tra meur a wezh evit pep raktres. Ret e vefe ober ar memes labour war ar wikeriadur ivez neuze. Trugarez dit da lakaat un tamm kempenn. Ne'm eus ket mui amzer da gemer perzh er wikipedia met dalc'het em eus da nevesaat an troidigezhioù amañ. Sikouret on gt Y-M D dreist-holl.

Fulup (talk)11:09, 30 January 2012
 

ya, louc'hañ evit exposition pa vez anv eus skeudennoù. Aze n'eus ket anv a zispakañ netra met kentoc'h a engravañ ur skeudenn war ur bellikulenn. Neuze e tegouezh gwelloc'h louc'hañ.

Fulup (talk)11:14, 30 January 2012