Kemmadurioù ha ger-mell ?
Ur goulenn am eus da sevel. Pa 'vez elfennoù evel : "$1 {{PLURAL:$1|pajenn|pajenn}}" pe "ar $1" da dreiñ e sav ur gudenn. N'eo ket ar memes ger-mell a ranker lakaat hervez an niverenn a zo da heul pe kudenn ar c'hemmadur ha n'eo ket ar memes hini goude an holl niverennoù. Hag un diskoulm a zo pe e ranker ober un dibab "arbitraire" ?
ya, evit poent e lezez evel-se. Meur a gudenn a sav : merañ an diouer a liester goude ar sifr, merañ stumm ar ger-mell ha merañ ar c'hemmadurioù en anvioù. Ret e vefe sevel reolennoù ispisial hag evit ar mare ne'm eus ket klasket gwelet penaos mont pelloc'h. Dizesk-krenn on war ar programmiñ.
Ok mat eo evidon. Merzhet em ba an dra-se tra ken. Ha c'hoant 'm boa gouzout ma oa un dra d'ober. N'eo ket ar pouezusañ d'am soñj.