User talk:Y-M D

De translatewiki.net.
Aller à : Navigation, rechercher
  

Sujets

Titre du filRéponsesDernière modification
Salud dit124 septembre 2011 à 12:43
Prof, aet kuit?31 octobre 2010 à 15:34
Finalising the Translation Rally 2009-12 - requesting payment details419 juin 2010 à 13:32
Fazi stumm verb192 mai 2010 à 19:23
Qualified in Translation Rally but not claimed your cut41 janvier 2010 à 22:31
Kemmadurioù ha ger-mell ?221 décembre 2009 à 14:01
Implijout ha kevreañ519 décembre 2009 à 19:05
etrefas kaozeal56 décembre 2009 à 15:30
Volume56 décembre 2009 à 14:43
ezteuler an amzer022 novembre 2009 à 14:20
ereadurezh (sintaks)022 novembre 2009 à 12:02
kemmañ/cheñch022 novembre 2009 à 11:48

Deut e oan d'ober un droiad. A galon

Kadwalan23 septembre 2011 à 14:29

Mat-tre. Amañ eo e labouran pa vez ur prantadig amzer dieub ganin. ;-)

Y-M D (kaozeal)24 septembre 2011 à 12:39
 

Prof, aet kuit?

Salud. Mat e rez kelaouiñ ac'hanon. Emaon o vont d'ober war-dro ivez neuze. Ken ar c'hentañ.--Gwendal 17:07, 30 September 2010 (UTC)

A-benn ar fin eo aet kuit ar c'hemmennoù. Da belec'h ? Gwendal 17:45, 30 September 2010 (UTC)
Gwendal30 septembre 2010 à 17:45

N'ouzon ket petra 'zo o c'hoari ganto. Moarvat emaint o staliañ an traoù, setu ez eus mont dont. Emaon o paouez gwelet o deus displeget ar perak amañ. Ma fell dit e kelaouin ac'hanout pa tistroio an danvez...
Ken ar c'hentañ

Y-M D30 septembre 2010 à 20:08

Ya, mar plij ganit. Mat eo din kaout keloù diwar-benn translatewiki diganit: n'am eus ket ar pleg da vont dre amañ kalz. Trugarez.

Gwendal1 octobre 2010 à 15:10

En ober a rin digudenn. Kustum a-walc'h on d'ober un tamm tro dre amañ. Ret 'vefe din dont a-benn da echuiñ treiñ pep tra evit kaout hepken da hizivaat an droidigezhioù, met n'eo ket anat pep tra. Ouzhpenn-se n'am eus kazi amzer ebet ken evit ober war-dro, en abeg d'am studioù... Adouzhpennet o deus un nebeut traoù da dreiñ dija, ha dont a raio ar peurrest diwezhatoc'h moarvat.

Y-M D1 octobre 2010 à 15:34
 
 
 

Finalising the Translation Rally 2009-12 - requesting payment details

Hi! We have begun finalising the latest Translation Rally 2009-12 in which you have participated and were eligible for a part of the bounty - thank you for your contributions!

First of all my apologies for taking so very long to start processing the bounty cuts. I have no proper reason for it, just that it happened. I hope the delay on my side has not impacted the trust in translatewiki.net or what we stand for.

You have indicated that you want to have your cut (EUR 37.50) transferred to you. You have been be sent an e-mail today requesting details. In case you may not have received this e-mail, details are available. Cheers!

Siebrand6 juin 2010 à 11:46

Hi. According to my administration you have not yet responded to my e-mail. Please do.

Siebrand11 juin 2010 à 22:35

Yes it's true, I haven't answered yet. I will try to find the informations you asked and to answer today.

Y-M D13 juin 2010 à 10:52

Have you received my answer ?

Y-M D18 juin 2010 à 20:15

Yes, I have. Thanks.

Siebrand19 juin 2010 à 13:32
 
 
 
 

Fazi stumm verb

Merzet em eus e faziez ingal war displegadur ar verb gallout. Ober a rez gant "c'halloc'h" e-lec'h "c'hallit". -oc'h (pe -ot) zo evit an amzer da zont, -it zo evit an amzer-vremañ.

Fulup25 avril 2010 à 17:44

Setu un dra a ne ouezen ket. Pa soñjan un tamm e kav din bezañ klevet ur c'helenner rebech ouzh un den ober gant ar stumm-se, met ne ouezen ket petra 'oa direizh. Bremañ eo ret din diwall evit reizhañ an traoù. Trugarez evit an displegadenn.
Gwelet 'm eus em boa treuzkomprenet talvoudegezh ar ger "avis" e galleg, hag a dalveze "ali" evidon. N'am boa ket soñjet tamm ebet er stumm reizh ac'h implijez te (un toullad re all 'po da reizhañ 'm eus aon). Un dra all da zerc'hel soñj 'vo.
N'am eus ket re a amzer fenoz, met klask a rin respont dit e-pad ar sizhun da geñver an 19 a viz Mae. Ha klask a rin ivez en em ditouriñ da geñver va implij amzer.
A galon

Y-M D25 avril 2010 à 18:19

hag unan all, skrivañ a rez dalc'hmat o peus > ho peus eo, gant un h (eil gour/your), o hep h zo evit an trede gour (their). Forzh penaos em boa-me bet graet gant hoc'h eus (memes tra hag ho peus), setu e reizhañ e pep lec'h ivez evit derc'hel da unvanidigezh an droidigezh. Ya, lavar din evit an 19 pa ouezi hiroc'h, mp.

Fulup25 avril 2010 à 18:38

Gwir eo em eus bet diaesterioù evit ober an diforc'h etre an daou stumm-se hag ivez evit gouzout peur implijout pehini. Ha gellout a rafes reiñ din ur skouer evit ma gomprenfen gwelloc'h. Me gave din e oa "o peus" ur verb, ha dre-se ne oa ket d'ober ar c'hemm-se. Moarvat e veskan un tamm pep tra, diaes eo kompren pa 'z eus diaesterioù evit kavout tud evit displegañ. Studiañ a rin un tamm donoc'h an afer-se, ha goulenn a rin sikour el Lise. Trugarez dit ivez.

Y-M D25 avril 2010 à 19:01

Savet eo ar verb kaout (endevout) e brezhoneg diwar ar verb bezañ. E henvrezhoneg ne oa ket eus ar verb kaout e brezhoneg. Adkavout a reer en e zisplegadur elfennoù a verk ar gour (piv a gomz) hag elfennoù a verk an amzer (pegoulz e oa c'hoarvezet tra pe dra). En amzer vremañ e tispleger ar verb kaout diwar eus. Ar c'hentañ gour zo merket gant am pe em, hervez ma tegouezh ober gant ar rannig-verb a pe e. Am zo evit ar rannig a hag m zo evit ma, merk ar c'hentañ gour unan. Em zo evit ar rannig e hag m zo atav evit ma, merk ar c'hentañ gour unan. Memes tra evit an eil gour az pe ez. En trede gour unan e tiforc'her ar jener ouzhpenn (en pa vez gourel, he pa vez benel/gwregel). Er gourioù lies e adkaver ar gerioù perc'hennañ digemm : hon er c'hentañ gour lies, ho(c'h) en eil gour lies hag o en trede gour lies. An aesañ eo deskiñ an displegadur dre an eñvor :

  • am eus
  • az peus
  • en deus
  • he deus
  • hon eus
  • hoc'h eus (gant un adstumm ho peus)
  • o deus

Neuze, e berr gomzoù, ho(c'h) a verk an eil gour lies (c'hwi), hag o an trede gour lies (int) atav.

Fulup2 mai 2010 à 08:57

Komprenet 'm eus an traoù a gav din. Just evit bezañ sur non-pas ober an disterañ fazi, morse ne vez kavet ar stumm "o peus" evit tra ebet ? Pa 'vez ez eo atav gant "ho peus" ? Reizh eo ar pezh a lavaran pe get ?

Y-M D2 mai 2010 à 16:20
 
 
 
 
 

Qualified in Translation Rally but not claimed your cut

Hey Y-M D. During the translation rally you have made 569 edits that qualified. As this is over the required 500, you can claim your cut of the bounty if you like.

Siebrand1 janvier 2010 à 12:43

Ho. What a good news. I didn't think about it. Thank you for your message, I will go soon to clam it. I'm sorry for my bad english level. Happy New Year.

Y-M D1 janvier 2010 à 12:48
 

It's done. But what have I got to do now ? What will happen ?

Y-M D1 janvier 2010 à 12:52

I will contact you and everyone that also indicated to have their cut transferred shortly by e-mail for payment details.

Siebrand1 janvier 2010 à 14:49
 

Ok, I will wait.

Y-M D1 janvier 2010 à 22:31
 
 

Kemmadurioù ha ger-mell ?

Ur goulenn am eus da sevel. Pa 'vez elfennoù evel : "$1 {{PLURAL:$1|pajenn|pajenn}}" pe "ar $1" da dreiñ e sav ur gudenn. N'eo ket ar memes ger-mell a ranker lakaat hervez an niverenn a zo da heul pe kudenn ar c'hemmadur ha n'eo ket ar memes hini goude an holl niverennoù. Hag un diskoulm a zo pe e ranker ober un dibab "arbitraire" ?

Y-M D19 décembre 2009 à 19:56

ya, evit poent e lezez evel-se. Meur a gudenn a sav : merañ an diouer a liester goude ar sifr, merañ stumm ar ger-mell ha merañ ar c'hemmadurioù en anvioù. Ret e vefe sevel reolennoù ispisial hag evit ar mare ne'm eus ket klasket gwelet penaos mont pelloc'h. Dizesk-krenn on war ar programmiñ.

Fulup21 décembre 2009 à 13:59
 

Ok mat eo evidon. Merzhet em ba an dra-se tra ken. Ha c'hoant 'm boa gouzout ma oa un dra d'ober. N'eo ket ar pouezusañ d'am soñj.

Y-M D21 décembre 2009 à 14:01
 

Implijout ha kevreañ

  • Implijout eo an anv-verb, ket implij. Implij zo anv-kadarn hepken.
  • Adwelet em eus an holl droidigezhioù evit kregiñ gant ur wiki hag a-benn ar fin em eus graet gt kevreañ dalc'hmat e plas lugañ/en em enrollañ pe en em enskrivañ. Cheñchet em eus e pep lec'h
Fulup9 décembre 2009 à 18:24

Tu 'vefe reiñ din ur skouer evit Implij/Implijout. Trugarez

Y-M D12 décembre 2009 à 21:44
 

Perak 'peus dibabet ober gant kevreañ e lec'h lugañ/en em enrollañ ? Me gav ez eo brutetoc'h hag implijetoc'h lugañ/en em enrollañ. Met ma 'z eus un abeg resis...

Y-M D12 décembre 2009 à 21:47

Lugañ a implijer kentoc'h war tachenn an tredan evit treiñ "brancher/to plug". Lugañ an neudenn, dilugañ ur benveg, hag all. Pa vez graet gant ur yezh resis eo mat diforc'hañ lugañ (brancher) eus kevreañ (connecter). Tu zo d'un urzhiataer bezañ luget hep dezhañ bezañ kevreet. Se zo kaoz am eus cheñchet.

Fulup19 décembre 2009 à 17:55
 

Implij zo un anv-kadarn (nom commun), dezhañ al liester implijoù : un implij mat am eus. N'eus ket kalz a implij d'ar benveg-se. Implijout zo ur verb. Alies e implijan ar benveg-se. Ret e vo dit implijout ar benveg-se aliesoc'h. A-wechoù, pa vez komzet buan, ne vez ket distaget an dibenn-verb -out, hag e klever neuze traoù evel "Ret vo dit implij ar benveg-se". Met dre skrid eo ret skrivaén ar stumm klok : implijout.

Fulup19 décembre 2009 à 17:52
 

Mat eo. Klask a rin derc'hel soñj. Labouret 'm eus kalz hiziv. Neuze ma fell dit adwelet ar pezh 'm eus graet marteze e vefe ar mare, mod all e vo re d'ober pa kendalc'hin da dreiñtraoù. Kelaouiñ a ran ac'hanout hepken, dit da welet e gwir (ma 'peus c'hoant hag amzer).

Y-M D19 décembre 2009 à 19:05
 

etrefas kaozeal

Merzet az peus an etrefas nevez evit kaozeal ? Liquidthreads eo. Plijout a ra din, kalz sklaeroc'h eo. Spi am eus e vo degemeret an astenn-se war an holl wikioù a-raok pell.

Fulup6 décembre 2009 à 14:47

Gwir eo e kas ur framm d'ar gaozeadenn. Me 'zo bet lakaet diaes un tamm er pennkentañ, n'eo ket aes penn-da-benn evidon c'hoazh. Ha n'eo ket fall n'on defe ket ezhomm sinañ.

Y-M D6 décembre 2009 à 14:49
 

ya, ret eo en em voaziañ. amañ e c'hallomp pleustriñ atav.

Fulup6 décembre 2009 à 15:03
 

Kemer a ra kalz a blas an doare-se da ginnig an traoù memestra.

Y-M D6 décembre 2009 à 15:06
 

Pa glikez war merkañ evel lennet e steuz kuit.

Fulup6 décembre 2009 à 15:29
 

Ya gwir eo

Y-M D6 décembre 2009 à 15:30
 

Perak az peus troet volume gant kevrenn amañ ?

Fulup5 décembre 2009 à 18:06

Jañ-Mai Drapier en deus aliet ac'hanon d'ober gant pezhienn en degouezh-mañ. War a seblant ez eus anv eus ur pezh bennak (un tamm bennak).

Fulup5 décembre 2009 à 22:03
 

Ok, mat eo din. Implijer eo bet war Wikipedia ?

Y-M D6 décembre 2009 à 13:10
 

Ya, Jañ-Mai eo e anv implijer (pennadoù db ar stlenneg hag ar sonerezh dreist-holl)

Fulup6 décembre 2009 à 14:41
 

Ar pezh a soñje din.

Y-M D6 décembre 2009 à 14:43
 

ezteuler an amzer

E brezhoneg e vez lavaret un devezh zo, ur sizhun zo, un eurvezh zo, ur vunutenn zo, un eilenn zo met lavarout a reer : miz zo, bloaz zo, hep ger-mell. Ne lakaer skrab ebet dirak zo kennebeut rak e seurt troiennoù n'eus ket a rannig-verb "a"

Fulup22 novembre 2009 à 14:20

ereadurezh (sintaks)

Pa droez frazennoù evel-se An implijer $3 a zo dija stanket, klask lakaat ar rener goude ar verb (brezhonekoc'h eo) ha laka an adverb e fin ar frazenn atav, evel-mañ : Stanket eo an implijer $3 dija. E brezhoneg eo dibosupl lakat un adverb dirak un anv-gwan verb evel e galleg. E brezhoneg e vez lakaet an adverb goude an anv-gwan verb atav.

  • galleg : déjà fait
  • brezhoneg : graet dija
  • galleg beaucoup aimé
  • brezhoneg : karet kalz
Fulup22 novembre 2009 à 12:02

kemmañ/cheñch

Dre-vras em eus lakaet kemm etre kemmañ (modify) ha cheñch (change). Modify zo degas kemmoù en un dra bennak zo dija ha, dre se, e dreuzfurmiñ, e lakaat da emdreiñ; change/cheñch zo kentoc'h lakaat un dra bennak e plas un dra bennak all (dle tennañ kuit udb evit lakaat udb all en e blas). Un tuadur eo em eus klasket reiñ d'ar yezh aze, n'eo ket gwir bep tro. --Fulup 11:48, 22 November 2009 (UTC)

Fulup22 novembre 2009 à 11:48
Outils personnels
Espaces de noms

Variantes
Actions
Traducteurs
Navigation
Boîte à outils
Google AdSense