Boaz ha boas...
From User talk:Fulup
Salud dit Fulup,
Mat an traoù ?
Pa oan bremaik o furchal war Wikipedia em eus gwelet ur frazenn gant ar ger "boas" e-barzh, souezhet on bet un tamm dre ma ran me gant "boaz". Hag ur stumm reizh eo pe get ?
War a seblant ez eo bet implijet meur a wech ar stumm-se en droidigezhioù.
A galon,
Evel-just, ken mat ha ken mat eo boaz ha boas nemet implijoù disheñvel zo dezho. Ar boaz gant ur z dibenn zo un anv-kadarn tra m'eo boas gant un s dibenn, un anv-gwan. Memes diforc'h hag e-barzh saozneg ha saoznek, mar fell dit. Ur reolenn ziazez eus reizhskrivadur ar brezhoneg eo diforc'hañ kensonenn dibenn ar gerioù (kalet pe blot) hervez ma'z int anvioù-kadarn pe anvioù-gwan.