Reizhadennoù
Salud,
Goulennet ez eus bet gant Bianchi e vefe graet un nebeut reizhadennoù war troidigezhioù ha ne vefent ket eus ar re welañ. Klasket 'm eus, met n'on ket bet gouest da gavout pep tra.
- http://br.wikipedia.org/wiki/Wikipedia:Reizhadenno%C3%B9_da_ober#REDIRECT
- http://br.wikipedia.org/wiki/Kaozeadenn_Implijer:Y-M_D#Brezhonekaat_.281.29
Ma c'hellfez teurel ur sell evit diskoulmañ an afer (ha kuit na vreinfe an traoù ;-) ).
A galon,
Un draig all pa soñjan.
Ganit e vez(e) lavaret "war Wikipedia", nann ? Pa ra Bianchi gant "er Wikipedia".
Petra ober ?
Setu me adarre ! :-p
Adkavet ez eus bet ganin ur goulenn bet savet gant un implijer. E toare e vefe lod eus an droidigezhioù hag a vefe herberc'hiet war Wikipedia war-eeun, ha ret e vefe kas anezho betek amañ (pe skarzhañ anezho deus an tu all).
A galon,
ya, an traoù koshañ eo. E penn-kentañ tout, a-raok na vije bet savet translatewiki e ranken treiñ an traoù wsar-eeun er wiki brezhoneg ha goude-se treiñ en-dro er wikeriadur, hag all. Ar ragistor, ur wallhunvre. Arabat degas an troidigezhioù kozh-se amañ. Kentoc'h ar c'hontrol.
Ret eo gouzout mont war-raok, gant an deknologiezh ;-)
Ha mat 'vefe diverkañ anezho deus an tu all pe get neuze ?
Pa gomzez deus ar Wikeriadur, daoust ha gwelet 'peus e oa un implijer (nevez marteze) hag a vez e unanig (met trankilig ivez ;-p ) o labourat du-se ?
Setu, graet eo, ha reizhet un toullad traoù all war ar marc'had.