Jump to content

Reizhadennoù

Fragment of a discussion from User talk:Fulup

ya, an traoù koshañ eo. E penn-kentañ tout, a-raok na vije bet savet translatewiki e ranken treiñ an traoù wsar-eeun er wiki brezhoneg ha goude-se treiñ en-dro er wikeriadur, hag all. Ar ragistor, ur wallhunvre. Arabat degas an troidigezhioù kozh-se amañ. Kentoc'h ar c'hontrol.

Fulup14:22, 8 March 2011

Ret eo gouzout mont war-raok, gant an deknologiezh ;-)

Ha mat 'vefe diverkañ anezho deus an tu all pe get neuze ?

Pa gomzez deus ar Wikeriadur, daoust ha gwelet 'peus e oa un implijer (nevez marteze) hag a vez e unanig (met trankilig ivez ;-p ) o labourat du-se ?

Y-M D15:46, 8 March 2011

Ya, poent eo skarzhañ an traoù kozh louet. Keloù mat evit ar wikeriadur. M'en deus ezhomm sikour on merour c'hoazh war ar wiki-se.

Fulup16:21, 8 March 2011