Troidigezh
- Na'z peus ken nemet ober gant "adkaset war-du...", evit ma vefe ar memes tra e pep lec'h
- lugañ/kevreañ : aze zo bet cheñchamant; lugañ zo "brancher" ha kevreañ a glot gant "connecter", setu eo gwelloc'h lakaat kevreañ bep tro.
- evit louc'hañ/dispakañ n'ouzon ket petra eo se, laka din ur skouer evit ma welfen.
- ya, dizober, undo, ha disteuler rollback
Ar pezh na gomprenan ket mat eo e vefe sañset ar c'hemmoù a zegasan amañ c'hoarvezout ent aotomatek war ar wikipedia brezhoneg ha ne c'hoarvez ket bep tro.
- graet
- ok, mont vont d'ober
- exposure in english : dispakañ zo implijet war Wikipedia brezhoneg hag louc'hañ war Translatewiki
- implijet gant : Mediawiki:exif-exposurebiasvalue/br, Mediawiki:exif-exposureindex/br, Mediawiki:exif-exposuremode/br, Mediawiki:exif-exposuremode-0/br, Mediawiki:exif-exposuremode-1/br, Mediawiki:exif-exposureprogram/br, Mediawiki:exif-exposuretime/br. Implijet e vez war pajennoù ar restr evit an metaroadennoù EXIF, da skouer e dibenn : w:br:Restr:Poubelles jaunes - Chambéry Métropole.JPG.
- ok
Rik ar poent emaon o labourat ! Ar ch'emmoù zo « degaset » war ar wikioù (wikipedia pe rakstresoù all) pa n'eus ket ur pajenn gant memes anv war ar raktres. Setu perak emaon o diverkañ ar pajennoù t'eus krouet kalz bloaz zo war ar wikipedia brezhoneg (s. o. w:br:Dibar:Marilh/delete). Diezhomm hag « stankaus » zo ar pajennoù-man bremañ. Un digarez mat evidon da deskiñ gerioù brezhoneg ha gwiriañ an traoù e lec'h ma zo ezhomm e memes mare.
Ac'ha, kompren a ran rak e deroù ar wiki ne oa ket eus translatewiki hag e oa ret treiñ pep tra meur a wezh evit pep raktres. Ret e vefe ober ar memes labour war ar wikeriadur ivez neuze. Trugarez dit da lakaat un tamm kempenn. Ne'm eus ket mui amzer da gemer perzh er wikipedia met dalc'het em eus da nevesaat an troidigezhioù amañ. Sikouret on gt Y-M D dreist-holl.