Fazi stumm verb
Ne gavan ket direizh e vefe ret a-wechoù enfredañ kelennerien divrezhonek. N'eus ket trawalc'h a vrezhonegerien hag alies n'eo ket klok an implijoù amzer peogwir eo re vihan al lise c'hoazh evit gallout kinnig postoù klok d'ar gelennerien. Lod ne labouront nemet 4 pe 5 eurvezh el lise pe er skolajoù. Ha brav e kavan gwelet tud divrezhonek o strivañ evit deskiñ ar yezh tamm-ha-tamm. Ar pezh am boa kavet spontus en afer-se, ouzhpenn klevet ur fazi yezhadur splann, eo gwelet ne veze ket difaziet ar paourkaezh den gant den ebet. Ha padal, ma vije graet ingal ur fazi bras evel-se gant unan bennak e galleg on sur e vefe difaziet diouzhtu ha dipleget e vefe ar reolenn d'an dud. Setu, ar pezh a gavan torr-penn eo gwelet tud a ra fazioù bras ha ne ouzont ket e reont fazioù, den ebet ne lavar dezho. Ha da c'houde e klev al liseidi traoù evel-se a-hed an deiz. E fin an deiz ne ouzont ket mui petra zo mat ha petra zo fall.
Splann eo an afer-mañ. Evidon e vez mod-se dizehan, morse (pe pell 'zo) n'eo bet displeget din ar pezh peus displeget din hiziv ha reizh eo e vefe graet fazioù goude-se gant an dud. Poan 'm eus o kompren perak ne vez ket graet al labour-se gant ar skipailh pedagogel, ar re-se a vez o klemm goude-se.