Jump to content

Fazi stumm verb

Fazi stumm verb

Merzet em eus e faziez ingal war displegadur ar verb gallout. Ober a rez gant "c'halloc'h" e-lec'h "c'hallit". -oc'h (pe -ot) zo evit an amzer da zont, -it zo evit an amzer-vremañ.

Fulup17:44, 25 April 2010

Setu un dra a ne ouezen ket. Pa soñjan un tamm e kav din bezañ klevet ur c'helenner rebech ouzh un den ober gant ar stumm-se, met ne ouezen ket petra 'oa direizh. Bremañ eo ret din diwall evit reizhañ an traoù. Trugarez evit an displegadenn.
Gwelet 'm eus em boa treuzkomprenet talvoudegezh ar ger "avis" e galleg, hag a dalveze "ali" evidon. N'am boa ket soñjet tamm ebet er stumm reizh ac'h implijez te (un toullad re all 'po da reizhañ 'm eus aon). Un dra all da zerc'hel soñj 'vo.
N'am eus ket re a amzer fenoz, met klask a rin respont dit e-pad ar sizhun da geñver an 19 a viz Mae. Ha klask a rin ivez en em ditouriñ da geñver va implij amzer.
A galon

Y-M D18:19, 25 April 2010

hag unan all, skrivañ a rez dalc'hmat o peus > ho peus eo, gant un h (eil gour/your), o hep h zo evit an trede gour (their). Forzh penaos em boa-me bet graet gant hoc'h eus (memes tra hag ho peus), setu e reizhañ e pep lec'h ivez evit derc'hel da unvanidigezh an droidigezh. Ya, lavar din evit an 19 pa ouezi hiroc'h, mp.

Fulup18:38, 25 April 2010

Gwir eo em eus bet diaesterioù evit ober an diforc'h etre an daou stumm-se hag ivez evit gouzout peur implijout pehini. Ha gellout a rafes reiñ din ur skouer evit ma gomprenfen gwelloc'h. Me gave din e oa "o peus" ur verb, ha dre-se ne oa ket d'ober ar c'hemm-se. Moarvat e veskan un tamm pep tra, diaes eo kompren pa 'z eus diaesterioù evit kavout tud evit displegañ. Studiañ a rin un tamm donoc'h an afer-se, ha goulenn a rin sikour el Lise. Trugarez dit ivez.

Y-M D19:01, 25 April 2010

Savet eo ar verb kaout (endevout) e brezhoneg diwar ar verb bezañ. E henvrezhoneg ne oa ket eus ar verb kaout e brezhoneg. Adkavout a reer en e zisplegadur elfennoù a verk ar gour (piv a gomz) hag elfennoù a verk an amzer (pegoulz e oa c'hoarvezet tra pe dra). En amzer vremañ e tispleger ar verb kaout diwar eus. Ar c'hentañ gour zo merket gant am pe em, hervez ma tegouezh ober gant ar rannig-verb a pe e. Am zo evit ar rannig a hag m zo evit ma, merk ar c'hentañ gour unan. Em zo evit ar rannig e hag m zo atav evit ma, merk ar c'hentañ gour unan. Memes tra evit an eil gour az pe ez. En trede gour unan e tiforc'her ar jener ouzhpenn (en pa vez gourel, he pa vez benel/gwregel). Er gourioù lies e adkaver ar gerioù perc'hennañ digemm : hon er c'hentañ gour lies, ho(c'h) en eil gour lies hag o en trede gour lies. An aesañ eo deskiñ an displegadur dre an eñvor :

  • am eus
  • az peus
  • en deus
  • he deus
  • hon eus
  • hoc'h eus (gant un adstumm ho peus)
  • o deus

Neuze, e berr gomzoù, ho(c'h) a verk an eil gour lies (c'hwi), hag o an trede gour lies (int) atav.

Fulup08:57, 2 May 2010

Komprenet 'm eus an traoù a gav din. Just evit bezañ sur non-pas ober an disterañ fazi, morse ne vez kavet ar stumm "o peus" evit tra ebet ? Pa 'vez ez eo atav gant "ho peus" ? Reizh eo ar pezh a lavaran pe get ?

Y-M D16:20, 2 May 2010

"o peus" zo un euzhadenn vil da ziverkañ eus da vemor da viken. :). Hoc'h eus/ho peus (eil gour lies) pe o deus (trede gour lies). Morse o peus.

Fulup17:46, 2 May 2010

Kregiñ a ran da ziverkañ ar stumm-se diouzhtu, met un tamm amzer a vo ezhomm moarvat ^^. Iskis eo ne vefe ket bet lavaret din morse e ran (pe e raen kentoc'h ;-) ar fazi-mañ, ken alies ec'h implijan an droienn-se.
Klasket 'm eus e-barzh Translatewiki.net, ha kavet 'm eus 33 gwech ar stumm "o peus", kinnig a ran ober war-dro kemmañ anezho e "ho peus", ha ma 'z eus re 'zo a ne peus ket adlennet c'hoazh e reizhi ar fazioù all pa 'vi erruet betek ar gemennadennoù-se. Petra soñj dit ?

Y-M D17:52, 2 May 2010

Ya, met e gwirionez me am eus graet gant hoc'h eus penn da benn an oberenn betek-henn.

Fulup17:55, 2 May 2010

C'hoant 'peus e trofen an holl o peus e hoc'h eus ? Prest on (gant pe hep h ?) d'en ober.

Y-M D17:58, 2 May 2010

ya, hoc'h eus e pep lec'h.

Fulup18:02, 2 May 2010

Graet Graet eo evit al lodenn "o peus", merzet 'm eus e oa ivez eus un toullad (58) troidigezhioù gant ar stumm "ho peus" c'hoazh. Hag ezhomm 'zo treiñ anezho ivez, pe e vefe koll amzer un tamm dre ma 'z eo reizh ar stumm-se memestra ?

Y-M D18:24, 2 May 2010

lez evel-se

Fulup18:36, 2 May 2010

Ok, gant an amzer e vo reizhet an traoù-se moarvat.

Y-M D18:37, 2 May 2010
 
 
 
 
 
 

Ur poent all, e-keit hag emaon ganti. Skrivet az peus pa 'vez. N'eo ket posupl skrivañ un dra bennak evel-se kennebeut. Ar skrab ' a vez skrivet dirak ur verb evit merkañ e vank ul lizherenn, ur vogalenn peurliesañ, alies ar rannig-verb a pe e. Met goude Pa ne vez ket lakaet a rannig-verb gwech ebet. Da skouer :

  • Mont a ran da bourmen pa vez brav an amzer (ha neket *pa e vez brav an amzer)
  • Pa labouran ne welan ket an amzer o tremen (ha neket *pa e labouran)
  • Skrab ebet morse dirak ur verb goude pa neuze.
Fulup17:53, 2 May 2010

Setu un dra all a ne ouien ket. Chalus eo lavaret-se un tamm, met desket e vez muioc'h a-berzh ar gumuniezh en ul labourat war Wikipedia ha Translatewiki.net eget na vez graet el Lise (a-fed brezhoneg). Dipitet bras on bet gant an dra-se abaoe un nebeut mizvezhioù, alas. Evit distreiñ d'ar fazi a venegez avat e soñj din e vo aes a-walc'h da reizhañ.

Y-M D18:01, 2 May 2010

Ur wech em boa klevet ur gelennerez c'hallek eus al lise o lavaret ur frazenn evel Pa e ran se.... Lakaet en doa ac'hanon da skrijañ gant an euzh. Se zo ar framm galleg quand je fais ça... troet ger-ha-ger e brezhoneg. Klask a rae degas un dra bennak goude Pa da gemer lec'h ar rener, evel e galleg. Met e brezhoneg e lavarer Pa ran se traken, hep rannig-verb, na rener ebet.

Fulup18:10, 2 May 2010

Splann eo an afer-se. Rediet int kemer neb hini hag en em ginnig evit ar post (zoken tud ha ne ouezont ket komz brezhoneg pe tamm pe damm hepken), mod all n'o deus ket e gelenner. Chalus eo, met un abeg a zo d'ar gudenn ivez.
Gwir-tre eo e vez klevet sotonioù a vil vern, ha marteze ne peus ket tro klevout (pe lenn) al liseidi (hag ar skolajidi...), ur spont eo ivez. N'on ket evit kompren perak ne vez graet kentelioù efedus dezho... Ha goude e vez kelennerien brezhoneg skolajoù 'zo o klemm pa welont fazioù mantrus an eilvedidi e-pad ar raktres Wikipedia bet kaset gant al Lise. Labour a chom...

Y-M D18:36, 2 May 2010

Ne gavan ket direizh e vefe ret a-wechoù enfredañ kelennerien divrezhonek. N'eus ket trawalc'h a vrezhonegerien hag alies n'eo ket klok an implijoù amzer peogwir eo re vihan al lise c'hoazh evit gallout kinnig postoù klok d'ar gelennerien. Lod ne labouront nemet 4 pe 5 eurvezh el lise pe er skolajoù. Ha brav e kavan gwelet tud divrezhonek o strivañ evit deskiñ ar yezh tamm-ha-tamm. Ar pezh am boa kavet spontus en afer-se, ouzhpenn klevet ur fazi yezhadur splann, eo gwelet ne veze ket difaziet ar paourkaezh den gant den ebet. Ha padal, ma vije graet ingal ur fazi bras evel-se gant unan bennak e galleg on sur e vefe difaziet diouzhtu ha dipleget e vefe ar reolenn d'an dud. Setu, ar pezh a gavan torr-penn eo gwelet tud a ra fazioù bras ha ne ouzont ket e reont fazioù, den ebet ne lavar dezho. Ha da c'houde e klev al liseidi traoù evel-se a-hed an deiz. E fin an deiz ne ouzont ket mui petra zo mat ha petra zo fall.

Fulup19:05, 2 May 2010

Splann eo an afer-mañ. Evidon e vez mod-se dizehan, morse (pe pell 'zo) n'eo bet displeget din ar pezh peus displeget din hiziv ha reizh eo e vefe graet fazioù goude-se gant an dud. Poan 'm eus o kompren perak ne vez ket graet al labour-se gant ar skipailh pedagogel, ar re-se a vez o klemm goude-se.

Y-M D19:23, 2 May 2010