Jump to content

Fazi stumm verb

Fragment of a discussion from User talk:Y-M D

Splann eo an afer-se. Rediet int kemer neb hini hag en em ginnig evit ar post (zoken tud ha ne ouezont ket komz brezhoneg pe tamm pe damm hepken), mod all n'o deus ket e gelenner. Chalus eo, met un abeg a zo d'ar gudenn ivez.
Gwir-tre eo e vez klevet sotonioù a vil vern, ha marteze ne peus ket tro klevout (pe lenn) al liseidi (hag ar skolajidi...), ur spont eo ivez. N'on ket evit kompren perak ne vez graet kentelioù efedus dezho... Ha goude e vez kelennerien brezhoneg skolajoù 'zo o klemm pa welont fazioù mantrus an eilvedidi e-pad ar raktres Wikipedia bet kaset gant al Lise. Labour a chom...

Y-M D18:36, 2 May 2010

Ne gavan ket direizh e vefe ret a-wechoù enfredañ kelennerien divrezhonek. N'eus ket trawalc'h a vrezhonegerien hag alies n'eo ket klok an implijoù amzer peogwir eo re vihan al lise c'hoazh evit gallout kinnig postoù klok d'ar gelennerien. Lod ne labouront nemet 4 pe 5 eurvezh el lise pe er skolajoù. Ha brav e kavan gwelet tud divrezhonek o strivañ evit deskiñ ar yezh tamm-ha-tamm. Ar pezh am boa kavet spontus en afer-se, ouzhpenn klevet ur fazi yezhadur splann, eo gwelet ne veze ket difaziet ar paourkaezh den gant den ebet. Ha padal, ma vije graet ingal ur fazi bras evel-se gant unan bennak e galleg on sur e vefe difaziet diouzhtu ha dipleget e vefe ar reolenn d'an dud. Setu, ar pezh a gavan torr-penn eo gwelet tud a ra fazioù bras ha ne ouzont ket e reont fazioù, den ebet ne lavar dezho. Ha da c'houde e klev al liseidi traoù evel-se a-hed an deiz. E fin an deiz ne ouzont ket mui petra zo mat ha petra zo fall.

Fulup19:05, 2 May 2010

Splann eo an afer-mañ. Evidon e vez mod-se dizehan, morse (pe pell 'zo) n'eo bet displeget din ar pezh peus displeget din hiziv ha reizh eo e vefe graet fazioù goude-se gant an dud. Poan 'm eus o kompren perak ne vez ket graet al labour-se gant ar skipailh pedagogel, ar re-se a vez o klemm goude-se.

Y-M D19:23, 2 May 2010