Implijout ha kevreañ

Implijout ha kevreañ

  • Implijout eo an anv-verb, ket implij. Implij zo anv-kadarn hepken.
  • Adwelet em eus an holl droidigezhioù evit kregiñ gant ur wiki hag a-benn ar fin em eus graet gt kevreañ dalc'hmat e plas lugañ/en em enrollañ pe en em enskrivañ. Cheñchet em eus e pep lec'h
Fulup18:24, 9 December 2009

Tu 'vefe reiñ din ur skouer evit Implij/Implijout. Trugarez

Y-M D21:44, 12 December 2009
 

Perak 'peus dibabet ober gant kevreañ e lec'h lugañ/en em enrollañ ? Me gav ez eo brutetoc'h hag implijetoc'h lugañ/en em enrollañ. Met ma 'z eus un abeg resis...

Y-M D21:47, 12 December 2009

Lugañ a implijer kentoc'h war tachenn an tredan evit treiñ "brancher/to plug". Lugañ an neudenn, dilugañ ur benveg, hag all. Pa vez graet gant ur yezh resis eo mat diforc'hañ lugañ (brancher) eus kevreañ (connecter). Tu zo d'un urzhiataer bezañ luget hep dezhañ bezañ kevreet. Se zo kaoz am eus cheñchet.

Fulup17:55, 19 December 2009
 

Implij zo un anv-kadarn (nom commun), dezhañ al liester implijoù : un implij mat am eus. N'eus ket kalz a implij d'ar benveg-se. Implijout zo ur verb. Alies e implijan ar benveg-se. Ret e vo dit implijout ar benveg-se aliesoc'h. A-wechoù, pa vez komzet buan, ne vez ket distaget an dibenn-verb -out, hag e klever neuze traoù evel "Ret vo dit implij ar benveg-se". Met dre skrid eo ret skrivaén ar stumm klok : implijout.

Fulup17:52, 19 December 2009
 

Mat eo. Klask a rin derc'hel soñj. Labouret 'm eus kalz hiziv. Neuze ma fell dit adwelet ar pezh 'm eus graet marteze e vefe ar mare, mod all e vo re d'ober pa kendalc'hin da dreiñtraoù. Kelaouiñ a ran ac'hanout hepken, dit da welet e gwir (ma 'peus c'hoant hag amzer).

Y-M D19:05, 19 December 2009