Implijout ha kevreañ
Appearance
Fragment of a discussion from User talk:Y-M D
Implij zo un anv-kadarn (nom commun), dezhañ al liester implijoù : un implij mat am eus. N'eus ket kalz a implij d'ar benveg-se. Implijout zo ur verb. Alies e implijan ar benveg-se. Ret e vo dit implijout ar benveg-se aliesoc'h. A-wechoù, pa vez komzet buan, ne vez ket distaget an dibenn-verb -out, hag e klever neuze traoù evel "Ret vo dit implij ar benveg-se". Met dre skrid eo ret skrivaén ar stumm klok : implijout.