Hizivadenn/hizivadur
Appearance
Fragment of a discussion from User talk:Fulup
An deiz all em boa kemmet hizivadur dre ziv wech evit klask unvaniñ an traoù, met marteze on faziet neuze. Div c'her (gant ma vo mat) all am eus diaesterioù evit treiñ anezho :
- activité
- N'ouzon ket re m'eo obererezh, oberiantiz pe un dra all. Moarvat eo hervez ar pezh a fell deomp lavaret, met peur 'vez implijet pehini neuze ?
- rejoindre
- War Termofis e kavan joindre = stagañ, daoust ha gellout a reer implij stagañ ivez evit rejoindre quelque chose ? Pe marteze 'peus ur c'hinnig all...
- Evit activité dre-vras, dreist-holl hini ur mekanik, e ran gant obererezh peurliesañ. -erezh a verk un ober pe un teknik. Obererezh zo aes da gompren. Oberiantiz zo un tammig disheñvel, ne implijfen ket oberiantiz evit mekanikoù. Oberiantiz(où) din-me zo ar pezh a vez graet pe a vez kaset da benn gant un den oberiant, da lavaret gant un den a dap intrudu, na chom ket da louediñ. Setu marteze obererezh evit "activité, action" fetis ur mekanik. Hag oberiantiz evit "activité" unan bennak a ra traoù, na chom ket da lugudiñ. Da skouer "il est très actif : oberiant-kenañ eo, kalz a oberiantizoù a vez kinniget gantañ" met "voici le programme d'activité pour la semaine" : setu ar programm obererezh evit ar sizhun.
- evit joindre ur pezh stag, da skouer e reomp gant stagañ ya. Rejoindre qq chose ne gomprenan ket mat e galleg. N'anavezan nemet rejoindre quelqu'un. Petra eo ar gendestenn ?