Troidigezh

Fragment of a discussion from User talk:Fulup

Da gentañ tout, c’hoant m’eus da trugarekaat dit. Dre vras oa ar memes messaj e Dibar:HollGemennadennoù hag amañ. Aes e oa da ziverkañ tout ar messajoù-mañ. Ur plijadur e oa a drugarez dit !

An cheñchamantoù n’int ket bras met n'eus ket tu evidon da zibab etre div stumm a seblant ken-mat evidon. Peogwir an daoù zo mat, n'eo ket gwall strict da zibab met n'eo ket aes evidon memestra. Estreget roll/rollad zo skouerenn all :

  • adkaset war-du / adkaset da
  • kevreañ / en em lugañ
  • louc'hañ / dispakañ (un dra teknik liammet gant an EXIF war a seblant)
  • ...

Evit dizober/disteuler n'eo ket ar memes kudenn. Un dra disheñvel eo met un tamm meskaj zo e-barzh ar messajoù ha disteuler zo re implijet. Ma ne fazian ket, dizober zo kentoc'h undo (défaire e galleg) ha disteuler zo rollback (révoquer). D'am soñj oa ur fazi da c'hemmoù e MediaWiki:Editundo/br. Memestra evit pajennoù undo-XXXX a ra gant disteuler : MediaWiki:Undo-failure/br pe MediaWiki:Undo-success/br. A-benn ar-fin, mesket eo an traoù pe ket ? (evel m'eus lâret dit aroak n'on ket gwall barrek)

PS: ma t'eus c'hoant, gallout a rez lâr din pelec'h zo graet fazioù ganin evit gwellaat ma brezhoneg.

VIGNERON (talk)20:23, 29 January 2012
  • Na'z peus ken nemet ober gant "adkaset war-du...", evit ma vefe ar memes tra e pep lec'h
  • lugañ/kevreañ : aze zo bet cheñchamant; lugañ zo "brancher" ha kevreañ a glot gant "connecter", setu eo gwelloc'h lakaat kevreañ bep tro.
  • evit louc'hañ/dispakañ n'ouzon ket petra eo se, laka din ur skouer evit ma welfen.
  • ya, dizober, undo, ha disteuler rollback

Ar pezh na gomprenan ket mat eo e vefe sañset ar c'hemmoù a zegasan amañ c'hoarvezout ent aotomatek war ar wikipedia brezhoneg ha ne c'hoarvez ket bep tro.

Fulup (talk)09:35, 30 January 2012

Rik ar poent emaon o labourat ! Ar ch'emmoù zo « degaset » war ar wikioù (wikipedia pe rakstresoù all) pa n'eus ket ur pajenn gant memes anv war ar raktres. Setu perak emaon o diverkañ ar pajennoù t'eus krouet kalz bloaz zo war ar wikipedia brezhoneg (s. o. w:br:Dibar:Marilh/delete). Diezhomm hag « stankaus » zo ar pajennoù-man bremañ. Un digarez mat evidon da deskiñ gerioù brezhoneg ha gwiriañ an traoù e lec'h ma zo ezhomm e memes mare.

VIGNERON (talk)10:52, 30 January 2012

Ac'ha, kompren a ran rak e deroù ar wiki ne oa ket eus translatewiki hag e oa ret treiñ pep tra meur a wezh evit pep raktres. Ret e vefe ober ar memes labour war ar wikeriadur ivez neuze. Trugarez dit da lakaat un tamm kempenn. Ne'm eus ket mui amzer da gemer perzh er wikipedia met dalc'het em eus da nevesaat an troidigezhioù amañ. Sikouret on gt Y-M D dreist-holl.

Fulup (talk)11:09, 30 January 2012
 

ya, louc'hañ evit exposition pa vez anv eus skeudennoù. Aze n'eus ket anv a zispakañ netra met kentoc'h a engravañ ur skeudenn war ur bellikulenn. Neuze e tegouezh gwelloc'h louc'hañ.

Fulup (talk)11:14, 30 January 2012