Hizivadenn/hizivadur

Fragment of a discussion from User talk:Fulup

-adenn a verk udb. a vez graet en ur wech, un taol gant ub., pe neuze kementad udb. zo bet kaset da benn. Ur skubadenn : un taol-skubañ. -adur a verk un disoc'h fetis. Ar skubadur : al loustoni bet skubet. -erezh a verk an ober, an teknik -idigezh a verk kas da benn un ober, un argerzh, alies udb. kaset da benn en un taol ivez pe a seller outañ adalek deroù an ober betek ar fin anezhañ. Goude-se, dit da welet, hervez ar pezh a fell dit pouezañ warnañ. Soutilderioù a gaver e lostgerioù brezhonek zo na adkaver ket e yezhoù all.

Fulup (talk)19:14, 3 March 2013

An deiz all em boa kemmet hizivadur dre ziv wech evit klask unvaniñ an traoù, met marteze on faziet neuze. Div c'her (gant ma vo mat) all am eus diaesterioù evit treiñ anezho :

  • activité
N'ouzon ket re m'eo obererezh, oberiantiz pe un dra all. Moarvat eo hervez ar pezh a fell deomp lavaret, met peur 'vez implijet pehini neuze ?
  • rejoindre
War Termofis e kavan joindre = stagañ, daoust ha gellout a reer implij stagañ ivez evit rejoindre quelque chose ? Pe marteze 'peus ur c'hinnig all...
Y-M D (kaozeal)00:57, 6 March 2013
  • Evit activité dre-vras, dreist-holl hini ur mekanik, e ran gant obererezh peurliesañ. -erezh a verk un ober pe un teknik. Obererezh zo aes da gompren. Oberiantiz zo un tammig disheñvel, ne implijfen ket oberiantiz evit mekanikoù. Oberiantiz(où) din-me zo ar pezh a vez graet pe a vez kaset da benn gant un den oberiant, da lavaret gant un den a dap intrudu, na chom ket da louediñ. Setu marteze obererezh evit "activité, action" fetis ur mekanik. Hag oberiantiz evit "activité" unan bennak a ra traoù, na chom ket da lugudiñ. Da skouer "il est très actif : oberiant-kenañ eo, kalz a oberiantizoù a vez kinniget gantañ" met "voici le programme d'activité pour la semaine" : setu ar programm obererezh evit ar sizhun.
  • evit joindre ur pezh stag, da skouer e reomp gant stagañ ya. Rejoindre qq chose ne gomprenan ket mat e galleg. N'anavezan nemet rejoindre quelqu'un. Petra eo ar gendestenn ?
Fulup (talk)08:54, 6 March 2013

"Rejoindre qq chose" a c'hellfe bezañ "rejoindre un groupe, une communauté...", hag aze e oan lakaet diaes evit treiñ an traoù.
A-hend-all trugarez evit an displegadennoù, dedennus eo atav.

Y-M D (kaozeal)16:21, 7 April 2013

Aze e ran gant kemer perzh er strollad pe emezelañ er strollad.

Fulup (talk)16:33, 7 April 2013