Teknologiezh

From translatewiki.net
Jump to: navigation, search
This page is a translated version of a page Technology and the translation is 100% complete.

Other languages: Arabic 25% • Asturian 100% • Bavarian 100% • Belarusian (Taraškievica orthography) 50% • Bulgarian 8% • Bengali 8% • Breton 100% • Bosnian 100% • Catalan 100% • Czech 100% • Danish 100% • German 100% • English 100% • Spanish 75% • Finnish 87% • Faroese 8% • French 100% • Galician 100% • Upper Sorbian 100% • Interlingua 100% • Indonesian 33% • Italian 100% • Japanese 100% • Georgian 20% • Khmer 95% • Korean 67% • Colognian 100% • Kurdish (Latin script) 8% • Luxembourgish 100% • Lithuanian 8% • Macedonian 100% • Marathi 42% • Malay 100% • Norwegian Bokmål 100% • Dutch 100% • Pälzisch 8% • Polish 50% • Piedmontese 100% • Pashto 17% • Portuguese 100% • Brazilian Portuguese 100% • Romanian 8% • Tarandíne 17% • Russian 100% • Sinhala 8% • Slovenian 17% • Serbian (Cyrillic script) 67% • Swedish 100% • Tamil 8% • Telugu 25% • Tagalog 8% • Turkish 17% • Veps 33% • Yiddish 8% • Simplified Chinese 100% • Traditional Chinese 100%

Gant Translatewiki.net e vez implijet a-leizh a deknikoù skoazellañ evit buanaat al labour treiñ ha kavout disoc'hoù gwellañ.

Skoazelloù evit an treiñ

N'eo ar skoazelloù eeunañ nemet un hollad titouroù a c'hall bezañ talvoudus.

Treiñ e yezhoù all

Gallout a rit dibab pe yezhoù ho peus c'hoant da ziskwel pa vezit o treiñ. Diskwelet e vez an troidigezhioù zo bet graet er yezhoù-se ma'z eus anezho dija. Gallout a ra an troidigezhioù reiñ mennozhioù deoc'h diwar-benn ar gerioù hag ar frammoù yezhadurel da implijout. Gallout a reot ivez deskiñ ur yezh all !
Teuliadur ar gemennadenn

Kemennadennoù touellus diaes da gompren zo en holl veziantoù, ha pa vefe gant ur gendestenn. Un teuliadur o deus ar c'hemennadennoù-se dija e translatewiki.net moarvat. Mont a reomp da skoazellañ ac'hanoc'h da gaout unan ma n'emañ ket evel-se. Goulennit skoazell dimp war ar bajenn skor ha netra ken. Gant an teuliadur e vo roet titouroù deoc'h war ar gendestenn (bouton, titl), endalc'h an argemmennoù ha kement tra ho peus ezhomm da c'houzout pa vezit o treiñ.

Gwiriañ an ereadurezh Emplementet hon eus prouadoù eeun a lakaio ar fazioù eeun war wel, evel an argemennoù ne vezont ket anavazet pe ne vezont ket implijet, balizennoù HTML direizh, pe bommoù-lavar pa vank krommelloù pe ma vez re a grommelloù. Abalamour d'ar fazioù-se e vez diskwelet traoù brein pe sius alies, setu perak eo pouzus diguzhat anezho an abretañ ma c'haller.

Memor treiñ ha mekanikoù treiñ

Teknologiezhioù araokaet hag a implij an dizoloadennoù war skiantoù an urzhiataerezh hag e teknologiezhioù ar yezhoù eo.

Memor treiñ

Implijout a reomp ur meziant memor treiñ o tont eus boest ostilhoù treiñ. Ur memor treiñ a sikour ac'hanoc'h da ober troidigezhioù poellekoc'h ha da dreiñ buanoc'h ar c'hemennadennoù damheñvel pe ar c'hemennadennoù a zistro meur a wech.
Mekanik treiñ Apertium
Mont a ra mekanik treiñ Apertium pelloc'h eget diskouez troidigezhioù e yezhoù all. Apertium zo anezhañ ul lusker treiñ digor e darzh gouest da dreiñ testennoù evit yezhoù kar a-dost. Evit gwelet roll ar strolladoù yezhoù embreget ha titouroù all, gwelet pajenn degemer Apertium.

Servij treiñ Google ha Microsoft Gallout a reot ober ho mad eus kinnigoù a-berzh servij treiñ Google pe troer Microsoft ma vez skoret ho yezh. N'eus ket ezhomm da eilañ/pegañ gant an dorn rak diskwelet e vez an droidigezh kerkent ha ma krogit da dreiñ !

Personal tools
Namespaces

Variants
Actions
Translators
Navigation
Toolbox