Project:Diwar-benn

From translatewiki.net
This page is a translated version of the page Project:About and the translation is 48% complete.
Outdated translations are marked like this.

Translatewiki.net zo anezhi ur savenn lec'helaat evit ar c'humuniezhoù treiñ, ar c'humuniezhoù yezhel hag ar raktresoù digor o zarzh. Kroget ez eus bet gant lec'heladur MediaWiki. Goude-se eo bet ouzhpennet astennoù MediaWiki, FreeCol ha raktresoù frank a wirioù ha digor o zarzh all. Sellet ouzh roll klok ar raktresoù harpet.

N'eo ket Translatewiki ul lodenn eus raktresoù an diazezadur Wikimedia, nag eus diazezadur pe raktres open source ebet. Meret eo gant Nike ha Siebrand, zo daou ziorroer hag o deus skiant-prenet en i18n ha e L10n, evel izili all eus ar skipailh. Pourvezet eo an arc'hwel treiñ gant astenn treiñ MediaWiki. Kod arnod zo er wiki-se ha gallout a ra bezañ sac'het dre zegouezh. Bezit pasiant, mar plij, buan e vez diskoulmet ar c'hudennoù peurliesañ ha gallout a reer lakaat anezho war wel war ar bajenn pajenn skor.

Perak ober gant translatewiki.net

  • The best translation tool available on the web. All localisation updates happen on an easy interface, and there are people around who can help translators. When making a translation, hints to understand its correct meaning and use are provided, as well as suggestions from translation memory and machine translation services.
  • No particular privileges required, everyone can contribute. Everyone who can contribute in a language (see below) is allowed to help with the localisation of that language.
  • Keeping track of changes is easy. Untranslated messages are not the only easily found: whenever the source text changes, the affected translations are tagged for easy identification. Translators do not have to spend time digging what needs doing.

Brassell war hentenn translatewiki.net

  • Troerien Translatewiki.net a dro etrefas ar meziant evit ar produioù m'eo bet disrannet an neudennoù testenn saoznek diouzh ar c'hod hag aozet int bet e "kemennadennoù" disheñvel.
  • Pa zeu ur raktres nevez e-barzh ar jeu e vez enporzhiet mammenn ar c'hemennadennoù e saozneg. Ouzhpenn-se e vez dalc'het da enporzhiañ ar c'hemennadennoù nevez e saozneg pa vez.
  • Implijet e vez an ispajennoù anvet /qqq evit teuliaouiñ ar c'hemennadennoù. Skrivet eo an teuliadur gant an dorn ha, peurliesañ, eo gwelloc'h ar c'halite anezhañ pa vez darempredoù kenlabour mat gant skipailh diorroerien orin ar meziant. Ma vez lodek eus ur raktres meziant an evezhiadennoù en-dro d'ar c'hod tarzh, e vezont embannet en etrefas treiñ ivez.
  • An droerien a ra kinnigoù evit gwellaat pe evit reizhañ ur gemmenadenn orin e saozneg, pe azasaat anezhi ouzh al lec'helaat. Ma vez degemeret e vo kemmet ar re-se gant izili translatewiki.net gant an droerien karget eus ar raktres, pe roet e vint da c'houzout da ziorroourien ar raktres.
  • An troidigezhioù graet evit pep yezh a vez

"enskrivet" er raktresoù gant koskor translatewiki.net kerkent ha ma tizh an niver a droidigezhioù evit ur raktres er yezh-se ar gwehin lakaet evit ar raktres-se. Evit frekañs an enskrivadurioù hag ar gwehinoù, gwelet pajennoù ar raktresoù.

  • Embannadur doare ar meziant zo bet ebarzhet an troidigezhioù ennañ zo kontrollet ha sevenet gant merourien ar raktres hag er-maez kontroll gant translatewiki.net

Gwirioù oberour ha disnac'hadurioù

GANT TRANSLATEWIKI.NET NE VEZ KINNIGET GWARANT TALVOUDEGEZH EBET

Implijit an troidigezhioù a gavot e translatewiki.net en ur dennañ riskloù warnoc'h. Graet int bet evit talvezout deoc'h met ne c'hall ket translatewiki.net gwarantiñ eo mat an endalc'h kavet amañ.

Translatewiki hag an dud a gemer perzh ennañ ne zegasont tamm gwarant ebet e nep doare e-keñver an danvez kavet ennañ, na frank, na goulakaet na diouzh ar statudoù, ha kement-se, hep na vefe bevennet dezhañ a dalvez tamm gwarant a varc'hadourusted pe a glotted gant un implij bennak na tamm gwarant ebet e vo difazi an danvez zo ennañ.

An troidigezhioù a vez graet gant an droerien zo dindan aotre CC-BY 3.0, hag an oberoù deveret a c'haller aotren dindan aotreoù a genglot gant ar raktresoù frank hag open source ma'z eo bet pe ma vo ouzhpennet an troidigezhioù enno. Endalc'h ar pajennoù implijer a seller outo evel « pep gwir miret strizh » gant an aozer. An holl endalc'hioù all zo dindan aotre CC-BY 3.0 nemet e vefe meneget sklaer ez eus eus un aotre all pe gwirioù oberour all.

Istor

Translatewiki.net a oa bet boulc'het e-pad ar bloavezh 2006 evel ur wiki arnod, diorroet gant Nike, e kenlabour gant Gangleri, evel ur benveg etrebroadelaat evit lec'hiadur ar meziant MediaWiki. En deroù e oa bet anvet Betawiki ha deuet e oa da vezañ translatewiki.net e 2009, goude ma oa bet dilec'hiet al lec'hienn war-du ur servijer herberc'hiañ galloudel dindan e anv domani dezhañ, d'an 9 a viz Du 2007. E miz Here 2007 e kemere perzh translatewiki.net el lec'hiadur en un 70 yezh bennak, un niver aet tamm-ha-tamm da greskiñ betek 329 yezh e miz Mezheven 2009. Emdroadur niver ar yezhoù a c'haller gwelet e taolenn ar pazennoù treiñ. E miz Genver 2010, e oa bet ezhomm upgrade kreskiñ barregerzh ar servijer evit respont da gresk an obererezh. Gant Netcup eo herberc'hiet digoust translatewiki.net abaoe miz Du 2007.

Raktresoù frank hag open source zo bet ouzhpennet tamm-ha-tamm ouzh translaetwiki.net, gant Freecol da gentañ e miz Eost 2007. E miz Mezheven 2010 e oa 16 raktresoù skoazellet.

Tud a-youl-vat eo degaserien translatewiki.net, nemet unan eus izili ar skipailh zo roet arc'hant dezhañ evit ul lodenn eus an amzer gouestlet gantañ (gweletarc'hantaouiñ, amañ dindan). En deroù e oa bet tutaet an diorroerien, ar verourien hag an droerien dre ar raktresoù Mediawiki, dreist-holl Wikimedia. En em gavout a ra an darn vrasañ eus an degaserien amañ dre v-MediaWiki, met a-feur m'en em gav raktresoù all n'eo ket MediaWiki ar vammenn zegaserien nemeti. 1860 troer a oa marilhet e miz Mezheven 2010.

Gant Translate-wiki, e kenlabour gant Stichting Open Progress ha, FUDforum, e oa bet aozet meur a ralli treiñ gant arc'hoproù evit an droerien. Ar pal a oa gwellaat lec'hiadur MediaWiki ha FUDforum.

Palioù Translatewiki.net zo deskrivet en Digoradur. Deskrivet eo ar skoazelloù teknologel evit an droerien war ar bajenn teknologiezh. Diorroet ha gwellaet e vez dizehan ar skoazelloù-se evit ma vo an efedusañ ar gwellañ al labour treiñ. Ezhommoù a-vremañ al lec'hienn hag an diorroadurioù anezhi zo deskrivet war Kudennoù ha diskoulmoù.

Arc'hantaouiñ

  • "Translatewiki.net" zo herberc'hiet digoust gant Netcup – webspace ha vServer, diwar o c'houst abaoe miz Du 2007, hizivaet e C'hwevrer 2008, e Genver 2010 ha Gouere 2015.
  • Stichting Open Progress en deus aozet arc'hantaouiñ an tolpadoù treiñ ur wech an amzer evit gwellaat lec'hiadur MediaWiki, evel ma'z eo displeget amañ a-us.
  • In 2012 the Wikimedia Foundation Language team worked on a project called Translation UX in which the translatewiki.net main page and our translation interface were replaced by modern, professionally designed and user tested versions.
  • Niklas Laxström and Siebrand Mazeland are or have been working for the Wikimedia Foundation and have contributed to translatewiki.net during their work time.

Tud a gas translatewiki.net war-raok

Ar pennskipailh

Izilo ar skipailh kreiz a gemer perzh e sevenidigezh translatewiki.net bemdez pe dost. Gallout a reont ivez mont d'ar servijerioù ha karget int da lakaat an traoù da vont en-dro ar gwellañ ma c'hallont. Evit gouzout hiroc'h, lennit ar pajennoù implijerien a-getep.

We thank the following individuals for their significant contributions:

Niklas Laxström
Diazezer, labourioù a bep seurt
Siebrand Mazeland
Merer ar gumuniezh, kenurzhier ar raktres, diorroer
Raimond Spekking
Enporzhier an troidgezhioù evit MediaWiki, diorroer

E dalc'h labourioù graet gant izili all eus hor c'humuniezh emaomp ivez :

  • GangleriRakwelour abred, n'eo ket mui oberiat bremañ
  • GerardMKannad, bruderezh en ur implijout un darempred war-eeun, blogoù, StatusNet, Twitter
  • Holl an darempredoù e pep raktres
  • An holl droerien hag an izili all a gemer perzh er raktres-mañ

Mont e darempred ganeomp

Gallout a rit lezel ur gemennadenn war hor pajenn zivizout pennañ Skor. Ma kavit gwelloc'h divizout war-eeun, klaskit neuz en ober gant hor c'hanol IRC #mediawiki-i18n sur freenode. N'eo ket ar pezh a gavont gwelloc'h met ma ne c'hallit ket ober en un doare all evit abegoù surentez pe prevezded, e c'hallit implijout ar posteler evel un hentad evit mont e darempred gant « translatewiki DA translatewiki POENT net » - erlerc'hiañ « DA » gant « @ » ha « POENT » gant « . », ha lemel an egorennoù er chomlec'h postel.

  • Gallout a rit divizout diwar-benn ar c'hudennoù a denn d'ur yezh dibar gant he zroerien war ar bajenn zivizout e porched ar yezh.
  • Gallout a reot komz diwar-benn ar c'hudennoù a sell ouzh ur raktres dibar gant e skoazellerien hag e ziorroerien war pajenn zivizout ar bajenn raktres.
  • Gallout a reot divizout gant an implijerien hiniennel war ar bajenn zivizout, pe dre bostel (klikit war al liamm postel er varrenn-gostez war bep bajenn implijer), m'o deus dibabet reiñ an aotre da gas posteloù.