Teknologiezh
Gant Translatewiki.net e vez implijet a-leizh a deknikoù skoazellañ evit buanaat al labour treiñ ha kavout disoc'hoù gwellañ ; gwelet an tutorial treiñ hag an teuliadurteuliadur dre vrasevit gouzout hiroc'h war al lusker treiñ, n'eo ket dibar d'ar wiki-se.
Skoazelloù evit an treiñ
N'eo ar skoazelloù eeunañ nemet un hollad titouroù a c'hall bezañ talvoudus.
Treiñ e yezhoù all
- Gallout a rit dibab pe yezhoù ho peus c'hoant da ziskwel pa vezit o treiñ. Diskwelet e vez an troidigezhioù zo bet graet er yezhoù-se ma'z eus anezho dija. Gallout a ra an troidigezhioù reiñ mennozhioù deoc'h diwar-benn ar gerioù hag ar frammoù yezhadurel da implijout. Gallout a reot ivez deskiñ ur yezh all !
- Teuliadur ar gemennadenn
Kemennadennoù touellus diaes da gompren zo en holl veziantoù, ha pa vefe gant ur gendestenn. Un teuliadur o deus ar c'hemennadennoù-se dija e translatewiki.net moarvat. Mont a reomp da skoazellañ ac'hanoc'h da gaout unan ma n'emañ ket evel-se. Goulennit skoazell dimp war ar bajenn skor ha netra ken. Gant an teuliadur e vo roet titouroù deoc'h war ar gendestenn (bouton, titl), endalc'h an argemmennoù ha kement tra ho peus ezhomm da c'houzout pa vezit o treiñ.
Gwiriañ an ereadurezh Emplementet hon eus prouadoù eeun a lakaio ar fazioù eeun war wel, evel an argemennoù ne vezont ket anavazet pe ne vezont ket implijet, tikedenno HTML direizh, pe bommoù-lavar pa vank krommelloù pe pa vez re a grommelloù. Abalamour d'ar fazioù-se e vez diskwelet traoù brein pe sius alies, setu perak eo pouezus diguzhat anezho an abretañ ma c'haller.
Memor treiñ ha mekanikoù treiñ
Teknologiezhioù araokaet hag a implij an dizoloadennoù war skiantoù an urzhiataerezh hag e teknologiezhioù ar yezhoù eo.
Memor treiñ
- Implijout a reomp ur meziant memor treiñ o tont eus boest ostilhoù treiñ. Ur memor treiñ a sikour ac'hanoc'h da ober troidigezhioù poellekoc'h ha da dreiñ buanoc'h ar c'hemennadennoù damheñvel pe ar c'hemennadennoù a zistro meur a wech.
Troidigezhioù Yandex ha Microsoft Gallout a reot ober ho mad eus kinnigoù a-berzh troer Yandex pe troer Microsoft ma vez skoret ho yezh. N'eus ket ezhomm da eilañ/pegañ gant an dorn rak diskwelet e vez an droidigezh kerkent ha ma krogit da dreiñ !