Trodigezh : raktres nevez

From translatewiki.net
Jump to: navigation, search
This page is a translated version of the page Translating:New project and the translation is 100% complete.

Ur c'hoant kreskiñ a zo gant Translatewiki.net

Other languages:
تونسي/Tûnsî • ‎Afrikaans • ‎Ænglisc • ‎العربية • ‎جازايرية • ‎asturianu • ‎azərbaycanca • ‎تۆرکجه • ‎башҡортса • ‎Boarisch • ‎Bikol Central • ‎беларуская • ‎беларуская (тарашкевіца)‎ • ‎български • ‎বাংলা • ‎بختیاری • ‎brezhoneg • ‎bosanski • ‎Iriga Bicolano • ‎català • ‎нохчийн • ‎کوردی • ‎čeština • ‎dansk • ‎Deutsch • ‎Zazaki • ‎dolnoserbski • ‎डोटेली • ‎Ελληνικά • ‎emiliàn e rumagnòl • ‎English • ‎Canadian English • ‎British English • ‎Esperanto • ‎español • ‎euskara • ‎فارسی • ‎suomi • ‎føroyskt • ‎français • ‎Frysk • ‎galego • ‎ગુજરાતી • ‎Hawaiʻi • ‎हिन्दी • ‎hrvatski • ‎hornjoserbsce • ‎magyar • ‎interlingua • ‎Bahasa Indonesia • ‎ГӀалгӀай • ‎italiano • ‎日本語 • ‎ქართული • ‎Taqbaylit • ‎ភាសាខ្មែរ • ‎ಕನ್ನಡ • ‎한국어 • ‎한국어 (조선) • ‎Karjala • ‎Ripoarisch • ‎Kurdî (latînî)‎ • ‎Кыргызча • ‎Kilaangi • ‎Lëtzebuergesch • ‎لەکی‎ • ‎ລາວ • ‎لۊری شومالی • ‎lietuvių • ‎Mizo ţawng • ‎latviešu • ‎македонски • ‎मराठी • ‎Bahasa Melayu • ‎Napulitano • ‎norsk bokmål • ‎Nederlands • ‎occitan • ‎Livvinkarjala • ‎ਪੰਜਾਬੀ • ‎Kapampangan • ‎Pälzisch • ‎polski • ‎Piemontèis • ‎پښتو • ‎português • ‎português do Brasil • ‎română • ‎tarandíne • ‎русский • ‎русиньскый • ‎саха тыла • ‎Scots • ‎سنڌي • ‎سرائیکی • ‎slovenščina • ‎shqip • ‎српски (ћирилица)‎ • ‎srpski (latinica)‎ • ‎Basa Sunda • ‎svenska • ‎Kiswahili • ‎தமிழ் • ‎ತುಳು • ‎తెలుగు • ‎ไทย • ‎Tagalog • ‎толышә зывон • ‎Türkçe • ‎ⵜⴰⵎⴰⵣⵉⵖⵜ • ‎ئۇيغۇرچە • ‎українська • ‎اردو • ‎vepsän kel’ • ‎Tiếng Việt • ‎მარგალური • ‎ייִדיש • ‎中文(中国大陆)‎ • ‎中文(简体)‎ • ‎中文(繁體)‎ • ‎中文(香港)‎

Rakresoù all emaomp o klask. Deuit e darempred diardoù ganimp evit divizout penaos e c'hallimp ouzhpennañ ho raktres da dranstlatewiki.net. Dougen bri a reomp da labour treiñ hon troerien a-youl-vat, ar pezh a dalvez emaomp o klask raktresoù yac'h a vo diorroet a-zevri en amzer da zont. Menegiñ a reomp ivez ar c'hehentiñ etre an droerien hag an diorroerien. Setu ur roll berr a laka anat ar pezh hon eus c'hoant da welet en ur raktres nevez, ha peseurt argerzhioù a c'hall bezañ meret ur wech degemeret ar raktres.

C'hoant hon eus...

Digorded
Digorded Ne zegemeromp nemet ar raktresoù a implij un aotre-implijout frank hag open source. Ret eo dimp ober dibaboù er pezh a fell dimp harpañ war-eeun. Peogwir emañ hon orin e MediaWiki hag e Wikimedia ez eo an dra-se un talvoud diazez evidomp. Ma n'eo ket frank hoc'h arload ha m'ho peus c'hoant memes tra da implijout an hevelep meziant, sellit ouzh teuliadur.
 
Diorren
Diorren Ar raktres nevez a rank bezañ e diorroadur oberiant hag implijout ur reizhiad kontrolañ doare. Kustum omp gant CVS, Subversion ha Git dija. Rankout a ra ar raktres kaout doareoù nevez a-vareadoù ha hizivaat an troidigezhioù. An amzer evit kaout an droidigezh e servij a rank bezañ disteraet. Meur a zoare zo da gaout buanoc'h an troidigezhioù e servij, a c'hall bezañ breutaet.
 
Enframmañ
Enframmañ Ur wech m'eo bet troet endalc'h ho raktres e translatewiki.net e tlefe implijidi translatewiki.net bezañ e-tailh da enframmañ ar c'hemmoù en ho produ. Evit se ez eus ezhomm eus un argerzh ouzhpennañ yezhoù ha mont e kemm evit unan eus implijidi translatewiki.net. Evel-se omp sur eo bet enframmet labour an droerien dija. Kalz a skiant-prenet o deus implijidi translatewidi.net er c'hemmoù war reizhiadoù kontrollañ kod tarzh a bep seurt.

Plijout a ra deomp...

skor i18 an etrebroadelaat
skor i18 an etrebroadelaat Skorañ a reomp hepken an arouezennoù enkodañ UTF-8. Gwelloc'h eo skoret al liesterioù niverus disheñvel, an adstummoù hag ar yezhoù skrivet a-zehoù da gleiz e framm an i18n war an etrebroadelaat. Kemer e karg stummoù yezhadurel zo un dra a zlefe bezañ soñjet ennañ dalc'hmat, d'hor soñj, evel evit gour an implijer pa gomz ar meziant outañ war-eeun pe pa vez meneget implijerien all e skrid an etrefasoù. Alies e teu ar pep brasaén eus an dale, hag eus ar c'hudennoù alese ; kit da welet, hag amprouit a-zevri, hon alioù mat evit tremen e-biou ar c'hudennoù-se war Lec'helaat evit diorroerien.
 
Daremprederezh
Daremprederezh Oberiant e tle bezañ un diorroer d'ar raktres war translaetwiki.net evit respont d'ar goulennoù, kelaouiñ war an doareoù da zont, kenurzhiañ gant strollad diorroerien ar raktres h.a. Mont a ra gwelloc'h hon doare da blediñ gant al lec'helaat pa vez eskemmet an anaoudegezh dre gaer etre an diorroerien hag ar c'humuniezhioù troerien. Al liamm gant ar raktres en deus c'hoariet ur rol pouezus-kenañ e-keñver an dra-se.
 
Furmad ar restroù
Furmad ar restroù Diazezet eo reizhiad translatewiki.net war restroù treiñ. Gwelloc'h eo impliijout furmadoù restroù diwar alc'hwezioù, evel ar perzhioù Java ha YAML style Ruby. Furmadoù restroù embreget all zo an taolennoù PHP, an argemmoù PHP ha Gettext. Lakait ac'hanomp da c'houzout ma soñjit en ur furmad disheñvel. Aes-kenañ eo dimp, evit gwir, ouzhpennañ skor ur restr evit un den a vestroni PHP.


Dedennet oc'h bepred ? Mat ! Deuit e darempred ganeomp, war hor c'hanol IRC. #mediawiki-i18n war freenode, dre bostel, pe war hor pajenn skor. Netra ne dalvez gwelloc'h eget komz war-eeun koulskoude evit diskoulmañ ar c'hudennoù ha lakaat an traoù da vont war-raok. Mar fell deoc'h gouzout hiroc'h da gentañ e c'hallit mont war ar bajenn lec'helaat evit an diorroerien.