Translating:Intro/br
Prantad war-lerc’h | Penaos stagañ ganti |
---|
translatewiki.net |
---|
Pennad digeriñ |
Stagañ ganti |
Tutoriel de traduction |
Stagañ ganti |
Gwelet ivez |
Erbedadennoù treiñ |
Ezlinenn |
FAQ |
Skoazell |
Raklavar
Dre-vras eo pouezus an treiñ hag al lec'helaat peogwir e talvezont d'an dud disaoznek da implijout ar meziantoù war o urzhiataer. Ober a reer gant MediaWiki evit lakaat Wikipedia da dreiñ e forzhik yezhoù ha neuze e c'haller dre an treiñ lakaat an dud da dapout gouziegezh frank en o yezh dezho o-unan. Muioc'h a ditouroù war al lec'helaat a vo kavet war Gettext documentation ha war Wikipedia.
Amañ war translatewiki.net e savomp hag e wellaomp ingal an danframm evit ma vo troet aesoc'h raktresoù digor o zarzh ha teulioù frank a wirioù. Strivañ a reomp da gas hon daou bal da benn.
An efeduster eo hor pal kentañ. Evit gwellaat efeduster an argerzh en em ouestlomp a-zevri en argerzh diorren ar meziantoù. A zo muioc'h, diorren a reomp ostilhoù evit emgefrekaat enframmadur an troidigezhioù er meziantoù. Gant se e c'hall an droourien sipañ o spered war ar produiñ troidigezhioù eus ar gwellañ.
Kenlabourat eo an eil pal. Diazezet eo ar reizhiad a-bezh war ur wiki. Ur c'heflusker brudet eo MediaWiki; talvezout a ra da sevel kumuniezhioù kenlabour. Broudañ a reomp an droerien d'en em harpañ an eil d'egile a-dreuz ar raktresoù hag ar yezhoù e meur a zoare. Ul liamm ez int etre an diorroerien hag an droerien.
N'eo ket ret deoc'h gouzout programmiñ. M'emaoc'h en o aez gant ar wikioù e teskot fonnus penaos en em zibab gant translatewiki.net. N'eus ezhomm ken nemet eus barregezhioù yezh, ur merdeer web hag ur spered digor.
Ober a ra pennraktres translatewiki.net — MediaWiki — gant ouzhpenbn 300 a yezhoù. Resev a ra Translatewiki.net hizivadurioù en ouzhpenn 100 yezh bep miz.